Hiadezed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hyadezed)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Hiadezed (‘Υάδες / Huádes, « ar Glavegezed », eus ὑειν, « ober glav » e gregach) e oa nimfezed ar glav e mojennoù Hellaz kozh. Merc'hed e oant d'an Titan Atlas ha d'an Okeanidenn Aithra, pe Pleione, ha c'hoarezed da Hyas. En un doare all eus ar vojenn int merc'hed da Hyas ha Boiotia.

Mercurius o kinnig Bacchus d'an nimfezed, gant Boucher.

Kemmañ a ra o niver hervez ar skrivagnerien (div int, pe deir, pe bemp, pe seizh, pe kalz muioc'h). Meneget e vez an anvioù-mañ:

Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Magerezed Zeus e voent e Dodone. Pa voe ganet Dionysos e voe kaset gante betek ar menez Nysa, ha roet da Ino da ziwall. Zeus o c'hasas neuze d'an Oabl d'ho mirout diouzh kounnar Hera.

En ur vojenn all e oa bet lazhet o breur Hyas gant ul leonez (pe un hoc'h-gouez), ha glac'haret e voent kement ken na baouezent ket a ouelañ. Ma voe fromet an doueed gant o gouelvanoù. Lakaet e voent e-touez gronnad stered an Hiadezed e-barzh steredeg an Tarv.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]