Mont d’an endalc’had

Humphrey Lloyd Humphreys

Eus Wikipedia
Humphrey Lloyd Humphreys
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanHumphrey Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ

Humphrey Lloyd Humphreys a oa ur yezhoniour keltiegour kembreat ganet e 1934 ha marvet e Plonevell d'an 20vet a viz Du 2022. Dimezet e oa da Annick Taro, ur vrezhonegerez, ha bevet en doa e Kreiz Breizh. Evel-se en doa tapet anaoudegezh don diwar-benn ar brezhoneg. Arbennigour e oa war yezh e vro, ar c'hembraeg hag war ar c'herneveureg ivez.

E 1985 ec'h echuas ul labour a bouez bras evit rannyezhouriezh ar brezhoneg dindan furm un dezenn kinniget e Skol-veur Breizh-Izel (Brest) diwar-benn ar brezhoneg komzet e Botoha, e kumun Sant-Nikolaz-ar-Pelem.
Kelenner e skol-veur Llanbedr Pont Steffan eo bet hag kenlabouret en deus gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek e Skol-veur Breizh-Izel.

E 1990 e keñverias perzhioù ar c'hembraeg hag ar brezhoneg a-fet ar nevezc'heriañ.

E vab, Iwan Wmffre, desavet e peder yezh, en deus heuliet e roudoù, pa'z eo aet da yezhoniour keltiegour skol-veur ivez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Humphrey Lloyd Humphreys, Breton and Cornish studies, e-barzh The Year’s Work in Modern Language Studies, Vol. 60 (1), p. 534 – Dec 20, 1998
  • Humphrey Lloyd Humphreys, The Breton language: its present position and historical background (chap. 13), e-barzh "The Celtic Languages", aozet gant Martin Ball, Nicole Muller, Londrez, Routledge, 1993.
  • Humphrey, Humphreys Lloyd. Traditional Morphological Processes and their Vitality in Modern Breton and Welsh, Celtic Linguistics Readings in the Brythonic Languages, Ball, Fife, Poppe, Rowland, Celtic Linguistics, 1990, p.129-150.
  • Humphreys, H. L. 1985. Phonologie, morphosyntaxe et lexique du parler breton de Bothoa en Saint-Nicolas-du-Pélem (Côtes-du-Nord), tezenn doktorelezh Stad, Brest, Brud Nevez, 1985.
  • Humphreys, H.L., Le breton de Bothoa (Saint-Nicolas-du-Pélem, Côtes-du-Nord) : présentation sommaire d'un parler Fañch, Dastum 5: Bro vFañch, 1978.
  • Humphreys, H. L., Les sonnantes fortes dans le parler haut-cornouaillais de Bothoa (Saint-Nicolas-du-Pélem, Côtes-du-Nord), Études Celtiques, 13:1, 1972, p. 259-274.