Houlaolaeg
Neuz
Ur yezh semitek eus is-skourr yezhoù aramaek ar reter eo an houlaolaeg (hulaulá, yzev-aramaeg, lishana noshan, lishana axni, jabali, kurdit, galiglu, aramit pe hula hula) komzet gant tro-dro da 10.000 den en Israel hag ivez gant un nebeud tud en Iran hag ar Stadoù-Unanet. (1998).
Genidik e oa ar yezh-mañ eus Kurdistan Iran hag an trowardroioù en Irak.
Peder rannyezh ez eus:
- Sakizeg (saqiz)
- Kerendeg (kerend)
- Sanandajeg (sanandaj)
- Suleimaniyeg (suleimaniya)
Disheñvel-kenañ eo diouzh ar yezhoù aramaek komzet gant ar gristenion hag ivez diouzh an denieg. Tost a-walc'h eo, avat, d'an nochaneg.
Skrivet e vez gant al lizherenneg hebraek.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |