Yezhoù yuzev-arabek

Eus Wikipedia

Ar yezhoù yuzev-arabek a zo enne meur a yezh arabek komzet gant ar yuzevion o chom pe bet o chom gwechall e broioù ma vez komzet arabeg.

Dre ma vez diazezet ar yezhoù yuzevek-se war ar an doare arabeg lec'hel e cheñch ivez ar yezhoù yuzev-arabek a lec'h da lec'h ivez, da skouer ar yuzev-morokeg pe ar yuzev-yemeneg.

Goude ar brezel etre israel hag ar broioù arabek e 1948 e tec'heas kuit an darn vrasañ eus ar yuzevion eus ar broioù arabek da glask repu en Israel hag e Frañs.

En arvar da vont da get emañ ar yezhoù yuzev-arabek hiziv dre ma'z int bet dilezet evit ober gant ar galleg pe an hebraeg hervez ar vro.

Peurliesañ e veze skrivet ar yezhoù yuzev-arabek gant al lizherenneg hebraek kentoc'h evit gant al lizherenneg arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en hebraeg.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]