Kaozeal:Houlaolaeg
Neuz
Din da c'houzout n'eus diforc'h ebet etre an Nochaneg hag an Houlaolaeg; ar memes yezh int war a seblant. --J. Pokorny 24 C'hwe 2006 da 19:08 (UTC)
- luziet-kenañ eo ar c'hraf-mañ. e gwirionez ne ran nemet heuliañ an ethnologue met n'eo ket sklaer atav an traoù - diaezet-tre, da skwer, goude petra a dalvez samaritaneg. n'on ket gwall loauen gant an doare ma vez renket ar yezhoù arabek ivez. met d'am soñj e vije gwell heuliañ ar patrom a-benn kaout ur struktur klok ha nueze adwelet tra pe dra, a-hendall e teu an traoù da vezañ kalz luzietoc'h c'hoazh evel ma tegouezhas gant ar yezhoù nilez-saharak rak ne glot ket ar struktur bet tennet diwar ar wikipedia e saozneg gant an hini embannet war an ethnologue ha ne deuan ket a-benn da adkavout an holl yezhoù hag o lec'h er wezenn-familh. ret eo bet din chom a-sav - prederiet e vo penaos ober war-lerc'h. trugarez a-hend all evit kinklañ an traoù en un doare cheuc'h-meurbet :-)) --Neal 24 C'hwe 2006 da 19:51 (UTC)
- war a welan e vez implijet ar memes termen evit ober dave d'an div yezh (?), met c'hoarvezout a ra alies a-walc'h e gwirionez ha ne dalv ket dre ret e vije ar memes tra. peurliesañ e vez graet evel-se peogwir e vezont kemmesket an eil gant eben gant tud zo. --Neal 24 C'hwe 2006 da 19:53 (UTC)