Hoel
Neuz
Hoel zo un anv-badez brezhonek, kar d'an anv-badez kembraek Hywel, a zo bet brudet gant konted Kerne.
- Hoel Iañ, kont Naoned ha dug Breizh eus 960 da 981.
- Hoel II, kont Kerne ha Naoned, mab da Alan Kanhiart, kont Kerne, ha da Judit Naoned.
- Hoel III, kont Naoned
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz a zo eus meur a Hoel all er mojennoù.
- Unan a vije tad da Izold ar Vreizhadez karet gant Tristan. Pezh a c'haller dastum eo e c'hallfe bezañ lec'hiet ar vojenn e Kerne, hag e oa un anv anavet e-touez uhelidi Kerne a-raok konted an Xvet kantved.
- Un Hoel, kont Goueloù a vije bet pried Santez Azenor.
- E mojennoù an Daol Grenn ez eus un Hoel, niz da Arzhur, ha roue Breizh Vihan.
Kronik Sant Brieg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus meur a Hoel ez eus anv ivez e Kronik Sant-Brieg.
- Hoelus Rex Armoricae, pe Rex Armoricanorum Britonum, a stourm gant ar Roue Arzhur.