Hernando de Soto (konkistador)

Eus Wikipedia
Hernando de Soto.

Hernando De Soto (ganet e 1496 pe 1497 – marvet d’an 21 a viz Mae 1542) a oa un ergerzher ha konkistador spagnol. Gantañ e voe renet an ergerzhadenn gentañ gant Europiz e diarbarzh an douaroù a zo deuet da vezañ Stadoù Unanet Amerika (Florida, Georgia, Alabama hag Arkansas). An Europad kentañ e voe o treuziñ ar stêr Mississippi.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Hernando de Soto en ur familh hidalgoed vihan, e Jerez de Badajoz[1] en Extremadura, ur vro baour ha ma oa kalz tud yaouank o vont da lec’h all da glask fred.

Mont a reas da Amerika e 1514, asambles gant Pedro Arias de Avila, a oa gouarnour Panamá. Kemer a reas perzh, er bloavezhioù 1520, en aloubadeg Kreizamerika, ha brud a c’hounezas da vout ur marc’heg barrek hag ur soudard kalonek ha kriz gant an Amerindianed. Perzh a gemeras ivez en ergerzhadenn Francisco Pizarro war-zu Perou. Distreiñ a reas da Spagn e 1536 ha dimeziñ a reas. Levezonet e oa gant skouerioù Juan Ponce de León, en doa ergerzhet Florida, pe Vasco Núñez de Balboa, en doa tizhet ar Meurvor Habask (anvet gantañ « Mor ar Su », dre ma oa er su da strizh-douar Panamá).

Florida[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe gant ar roue Carlos Iañ da c’houarnour e Kuba, e 1538, ha karget e oa ivez eus douaroù Florida (an anv-se a raed da neuze eus an douaroù a oa en norzh da Guba, war an douar-bras, hep lakaat harz ebet dezho e diabarzh ar vro). Bamet e oa Hernando de Soto gant ar pezh en doa klevet war ergerzhadenn Pánfilo de Narváez war aodoù Florida, e 1527-1528. Bodañ a reas lod eus an dud a oa deuet gantañ da Guba ha kuitaat a reas porzh La Habana d’an 18 a viz Mae 1539 evit mont da Florida. D’an 30 a viz Mae e tilestras war aod Florida en ul lec’h a voe badezet gantañ Espiritu Santo hag a oa el lec’h m’emañ bae Tampa bremañ, war aod kornôk ledenez Florida. Mont a reas war-zu an norzh ha tizhout menezioù an Appalachoù e miz Mae 1540. A-hed o ergerzhadenn en em gave ar gonkistadored gant Amerindianed ha ne veze ket bepred didrubuilh an darempred. O klask madoù, pinvidigezhioù ha douaroù strujus edo ar Spagnoled, ha ne gavent nemet emgannoù.

An hent bet graet gant tud Hernando de Soto, hervez an istorourien

Goude bezañ graet hent war-zu ar c’hornôg en em gavas an dud a chome gant Hernando de Soto dirak ur stêr vras, ledan ha leun a besked, hag a voe anvet ganto Rio Grande pe Rio Espiritu Santo. Dirak ar stêr Mississippi e oant erruet, d’an 8 a viz Mae 1541. Savet e voe bagoù ganto da dreizhañ ar stêr ha kenderc’hel gant o hent war-zu ar c’hornôg. Tremen a rejont ar goañvezh 1541-1542 war lez ar stêr Arkansas. Diaesoc’h-diaesañ e oa dezho kavout o hent ha kavout boued. Distreiñ a rejont war-zu ar stêr Mississippi.

Nepell diouzh he lez kornôk e varvas Hernando de Soto gant an derzhienn, d’an 21 a viz Mae 1542. A-raok mervel e fizias e Luis de Moscoso ar garg da ren e vagad tud. Goude meur a viz o kerzhet, da glask mont war-zu Mec’hiko, e voe savet bagoù ganto, ha diskenn a rejont a-hed ar stêr vras betek pleg-mor Mec'hiko, hag o vageal goude-se a-hed an aod, e erruas an 300 den a oa chomet bev, dindan renerezh Luis de Moscoso, betek kêr Vec'hiko, e 1543. Diwar ar 700 a dud a oa loc’het eus Kuba ne chome nemet un 300 den bev bennak.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. dizemglev zo war al lec’h resis ma voe ganet, pe e Barcarrota pe e Jerez de los Caballeros pe c’hoazh e Badajoz. Hogen dre ma c’houlennas bezañ beziet e parrez San Miguel e Jerez de los Caballeros, e kav d’an darn vrasañ eus an istorourien e oa genidik eus ar gêr-se.


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]