Juan Ponce de León

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Disambiguation.svg Ur pennad Juan Ponce zo ivez.
Juan Ponce de León (engravadur eus ar 17vet kantved)

Juan Ponce de León (ganet war-dro 1460 e Santervas de Campos, proviñs Valladolid ; marv e miz Gouere 1521 e La Habana, e Kuba) a oa ur c'honkistador spagnol.

Goude kemeret perzh er brezel a-enep Emirelezh Granada ez eas d'ar Bed Nevez hag en em staliañ en Hispaniola. E 1508 e voe roet kefridi dezhañ gan ar roue Fernando II Aragon da vont da ergerzhet enez Puerto Rico hag a oa anvet enez San Juan Bautista da neuze. Mont a reas Ponce de León kuit diouzh Hispaniola d'an 12 a viz Goeure 1508 ha dilestrañ a reas war an enezenn e Bae San Juan, nepell diouzh al lec'h m'emañ kêr San Juan bremañ. E diabarzh an enezenn e savas Ponce de León an diazezadenn spagnol gentañ. E 1509 e tistroas da Hispaniola, kontañ a reas e veaj hag anvet e voe da c'houarnour enez "San Juan Bautista" gant ar roue. Mont a reas d’an enezenn en-dro, gant e wreg hag e vugale.

Klevet e voe ar gant Spagnoliz ar vrud a rede penaos e oa inizi all pelloc’h, er gwalarn da Hispaniola. Urzh a roas ar roue da b- Ponce de León da vont da glask an inizi-se, e 1512. D’ar 27 a viz Meurzh 1513 e tizhas aod reter Florida gant tri lestr, ha soñjal a reas e oa un enezenn. Kontañ a reer e voe kavet ar Gulf Stream gantañ e 1513, met merzet e oa bet ar froud-se gant ur merdeer all, Antón de Alaminos.

E 1514 e resevas aotre da drevadenniñ "enezenn Florida". Met n’eo nemet e 1521 ez eas di en-dro, gant 200 den ar wech-mañ ha ganto chatal, kezeg ha peadra da labourat an douar. Dilestrañ a reas war aod kornaoueg Florida d’an 2 a viz Ebrel 1521 hag embann e oa un douar spagnol. Taget e voent gant Amerindianed ha gloazet e voe Ponce de León e-pad an argadenn. Distreiñ a reas da Guba ha mervel eno. Beziet e voe e San Juan hag emañ e relegoù bremañ en iliz-veur San Juan Bautista eno.

Div gêr, an eil e Florida, Ponce de Leon, hag eben e Puerto Rico, Ponce, zo bet anvet evel-se en enor dezhañ.