Hent-houarn kozh Kemper Douarnenez
| Linenn hent-houarn Kemper – Douarnenez | |
|---|---|
| Ti-gar Douarnenez-Treboull e 1914
| |
| Riez | |
| Kêrioù | Kemper • Douarnenez |
| Istor | |
| Digoradur | 1894 |
| Klozadur | 1988 |
| Korvoerien | |
| Spisverkoù teknikel | |
| Niv. ofisiel | 478000 |
| Hirder | 23,5 km |
| Treuz | Boutin (1,435 m) |
| Tredan | Ket |
| Forzhioù | 1 |
| Naou serzhañ | 20 ‰ [n 1] |
| Tremenerezh | |
| Perc'henn | Departamant Penn-ar-Bed |
| Tremenerezh | Hent glas (kerzherien, marc'hhouarnerien) |
|
| |
Ul linenn hent-houarn a oa etre Kemper ha Douarnenez. Ne oa ket ul linenn hent-houarn strizh 1 metr he zreuz evel ar braz eus linennoù aRouedad Breizh, met ne oa ket tredanaet. An niverenn 478 000 eo en anvadur Réseau ferré de France (RFF).
Bloaziadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 7 a viz Ebrel 1884 : digoradur al linenn.
- 29 a viz Genver 1894 : linenn hiraet betek Gwaien.
- 1972 : klozet d'ar veajourien.
- 1988 : klozet d'ar fred.
- 18 a viz Kerzu 1991 : klozadur.
- 1995 : prenet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit digeriñ un hent glas.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1863 ec'h erruas an tren e Kemper. E 1878 e voe divizet astenn al linenn betek Douarnenez hag e 1882 e voe kroget gant al labourioù.
Er bloaz 1884 e voe digoret al linenn. An tren a rae 3 beaj bemdez, war-dro 1 eurvezh e pade ar veaj, gant un ehan e ti-gar Gwengad hag unan all e hini Ar Yeuc'h.
E 1972 e voe erlerc'hiet ul linenn kirri-boutin ouzh al linenn hent-houarn evit ar veajourien. Kendalc'het e oa bet gant trenioù-marc’hadourezh, gant danvezioù eus ar mor, ar greanterezh hag ar gounezerezh.
E-kerzh ar bloavezhioù 1970 e oa digresket a-galz an niver a zanvezioù kaset evel-se ; e 1988 neuze e reas an tren e veaj diwezhañ.
Goude klozadur al linenn gant an SNCF e voe prenet e 1995 gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit ober un hent glas, eleze un hent evit an dud war droad pe war varc'houarn, berzet d'ar c'harbedoù-tan.
Tres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- PK = Poent Kilometrek, an hed adalek porzh-houarn Kemper.
| Ehan | Kemper | Gwengad | Ar Yeuc'h | Douarnenez-Treboull |
|---|---|---|---|---|
| PK | 0 | 11 | 16,2 | 23,5 |
|
|
