Hent-houarn Rosko Montroulez
Neuz
Linenn hent-houarn Montroulez – Rosko | |
---|---|
Ar pont (PK 15,171) dreist ar Peñzez e tu Plouenan
| |
Riez | Breizh |
Kêrioù | Montroulez • Kastell-Paol • Rosko |
Istor | |
Digoradur | 1883 |
Korvoerien | |
Spisverkoù teknikel | |
Niverenn ofisiel | 447000 |
Hirder | 28,203 km |
Treuz | Boutin (1,435 m) |
Tredan | Ket |
Forzhioù | 1 |
Naou serzhañ | 20 ‰ [n 1] |
Tizh brasañ | 40 km/h |
Kemennerezh | BAL |
Tremenerezh | |
Perc'henn | SNCF |
Korvoer | SNCF |
Tremenerezh | • Beajourien, fred (artichaod, kaol-fleur hag ognon) • Hini ebet abaoe 2018 |
| |
Ul linenn hent-houarn boutin he zreuz (1,435 metr) a oa etre Montroulez ha Rosko, niverennet 447000 en anvadur Réseau ferré de France (RFF) adalek ar bloaz 1883 ; kloz eo abaoe 2018.
Bloaziadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 23 a viz Gouere 1879 : disklêriadur a laz foran[1]
- 1879-1883 : labourioù gant ar Stad c'hall da staliaén al linenn.
- 10 a viz Mezheven 1883 : digoradur gant ar c'horvoer, an embregerezh Compagnie des chemins de fer de l'Ouest (CFFO).
- 3 a viz Mezheven 2018 : klozadur al linenn ouzh pep tremenerezh, gant an embregerezh Société nationale des chemins de fer français (SNCF).
Tres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- PK = Poent Kilometrek adalek porzh-houarn Montroulez.
Ehan | Kumun | PK |
---|---|---|
Montroulez | 0,000 | |
• Taole (kloz) | 9,026 | |
Taole-Henvig (kloz) | Taole | 10,962 |
• Henvig-Karanteg (kloz) | Henvig | 13,145 |
Plouenan (kloz) | 17,212 | |
Kastell-Paol (kloz) | 21,582 | |
Rosko (kloz) | 28,203 |
Liammet e oa porzh-houarn Montroulez ouzh Karaez gant linenn strizh Rouedad_Breizh. E Kastell-Paol e oa tu da vont betek Brest dre ar rouedad Hentoù-houarn departamant Penn-Ar-Bed.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Nennig,Jean-Pierre. Le chemin de fer de Bretagne-Nord. Pornizhan : JPN Éditions, 2010 (ISBN 978-2-9519898-6-3).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Nennig, 2010, p. 235.
|
|