Hayder (khan Krimea)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Hayder pe Haydar (e tatareg Krimea : Ayder, حيدر‎‎‎) a oa mab da Hacı Iañ Giray ha khan Krimea.

Gant skoazell Genoviz e savas a-enep d'e dad e 1456 ha pignat war tron ar c'hanat e-pad un nebeud mizioù. Bac'het e voe e kreñvlec'h Sudaq gant e vreur Mengli Iañ Giray pa deuas hemañ da vezañ khan Krimea.

Tec'hel a reas kuit da Giev pa erruas an Otomaned e Krimea e 1475. E 1479 e kavas repu e lez dug meur Moskov Ivan III a harluas anezhañ un nebeud amzer goude evit un abeg dianav.

Mervel a reas e Belozersk e 1487.


En e raok:
Hacı I Giray
Khan Krimea
thum
1456
War e lerc'h:
Hacı I Giray