Haruna (morreder)
| Doare lestr | Kongō-class battlecruiser |
|---|---|
| Anv | Haruna |
| Anv er yezh orin | 榛名 |
| Anv e kana | はるな |
| Brezel | Eil Brezel-bed, Brezel-bed kentañ |
| Anvet diwar | Mount Haruna |
| Oberataer | Morlu Impalaeriezh Japan |
| Saver | Kawasaki Heavy Industries Ship & Offshore Structure Company |
| Lec'h produiñ | Kobe |
| Stad pavilhon | Impalaeriezh Japan |

Haruna (榛名) a oa ur morreder emgann eus Morlu Impalaeriezh Japan a stourmas e-kerzh ar C'hentañ hag an Eil Brezel-bed. Tres ar vag a oa bet savet gant an ijinour saoz George Thurston hag an anv a oa deuet a-ziwar ar Menez Haruna. Ar pevare lestr e oa bet savet er c'hlasad morrederien Kongō, e-touez ar bigi brezel galloudusañ bet savet en ur morlu. Moret e voe an Haruna e 1912 e porzh Kawasaki e Kobe, ha lakaet e oa er servij e 1915 er memes devezh hag ar C'hirishima, ur vag gevell. Haruna a oa bet oc'h evezhiañ arvorioù Sina e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. E-pad ur c'hourdonadeg kanoliañ e 1920, e oa bet un darzhadenn ha tarzhet ur pezh-kanol, ha labezet tri all. Seizh den a oa marvet.
E 1945, an Haruna a oa bet kaset da vazenn morlu Kure. Eno e voe distrujet e-kerzh ur vombezadeg gant kirri-nij an Task Force 38 d'an 28 a viz Gouhere 1945.