Gwendoline
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Gwendoline zo un anv-badez saoznek ha gallek .
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a rafe eus an anv mojennel Gwendoloena, meneget en Historia Regum Britanniae, ha n'eo ket sklaer ar gerdarzh anezhañ.
Stummoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guendalina, en italianeg
Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ne oa ket anavezet tud en anv-se a-raok an XIXvet kantved. Degouezhet eo e Bro-C'hall war-dro 1960, ha douget eo bet er bloavezhioù 1970 gant giz an anvioù keltiek. A-hervez eo an anv diwar Gwenn a blije ar muiañ.
N'emañ ket en deiziadurioù katolik, n'eus santez ebet en anv-mañ[1]. Neuze e vez lidet da zeiz santez Gwenn, d'an 18 a viz Here .
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aostralia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendoline Nessie Foster, anavezetoc'h evel Gwen Harwood (1920–1995),
Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendoline Didier (ganet 1986), ruzikerez c'hall,
- Gwendoline Hamon (ganet e 1970), aktourez c'hall.
Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendoline Maud Syrie Barnardo (1879-1955), kinklerez-tier
- Gwendoline Butler (ganet e 1922), skrivagnerez saoz
- Gwendoline Christie, aktourez saoz, brudet he 1,91 m.
- Gwendoline Eastlake-Smith (1883–1941), tenniserez saoz
- Gwendoline Porter (ganet e 1909), atletourez saoz
- Gwendoline Riley (ganet e 1979), skrivagnerez saoz
Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendoline Davies (1882–1951), mondianez kembreat
Stadoù-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendolyn Graham ha Cathy Wood, lazherezed.
- Gwendoline Yeo (ganet e 1977), aktourez stadunanat
Suafrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendoline Malegwale Ramokgopa, maer Tshwane Metropolitan Municipality
Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendolina, ur ganaouenn c'hallek kanet gant Line Renaud e 1959.
- Gwendolina, ur ganaouenn vantrus gant Claude Puterflam e 1972.
- Gwendolina, ur ganaouenn gant Salvatore Adamo e 1977.
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwendoline, ur c'hoarigan gant Emmanuel Chabrier e 1886
- Gwendoline (sternwheeler), ul lestr-dre-dan e British Columbia
- Sweet Gwendoline, tudenn ul levr bannoù-treset gant John Willie
- The Perils of Gwendoline in the Land of the Yik-Yak, ur film gant Just Jaeckin, diwar ar bannoù-treset.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]