Gwendolen
Neuz
Gwendolen zo un anv-badez saoznek, dezhañ liv un anv kembraek, deuet diwar anv latin ar rouanez vojennel Gwendoloena.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kar eo d'an anvioù-badez Gwendolyn ha Gwendoline.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra Gwendolen eus an anv Gwendoloena, ur rouanez vojennel en Historia Regum Britanniae gant Jafrez Menoe e 1135. Krediñ a reer e lennas Jafrez a-dreuz pa gavas an anv-gwaz Guendoleu (hini Gwenddolew ap Ceidio) en dornskridoù hengembraek hag e komprenas Guendolen, hag e klaskas e latinekaat.[1].
Lod a gred eo bet roet an anv Guendolen e Kembre er Grennamzer met n'eus prouenn ebet a gement-se.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwendoline, e galleg, a vije koshoc'hik eget Gwendolen.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Rouanez Gwendolen, pe Gwendoloena, rouanez vrezhon vojennel
- Gwendolen Mary John, anavezet evel Gwen John (1876-1939), arzourez kembreat,
- Gwendolen Fitzalan-Howard, Dugez Norfolk (1877-1945), dugez saoz
- Gwendolen Guinness, Kontez Iveagh (1881-1966), politikourez
- F. Gwendolen Rees (1906-1994), loenedoniourez.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwendolen Harleth, er romant Daniel Deronda gant George Eliot e 1874-76; hennezh eo kentaén roud skrivet eus an anv Gwendolen.
- Gwendolen Fairfax, er pezh The Importance of Being Earnest gant Oscar Wilde e 1895
- Gwendolen, ur romantourez diouzh ar c'hiz e-barzh "A Figure in the Carpet" gant Henry James.
- Gwendolen, serc'h da Thomas Becket ha da Herri II er pezh Becket gant Jean Anouilh (a oa tad-kozh da Gwendoline Hamon).
Steredoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 10870 Gwendolen, un asteroidenn, diwar anv Mary Gwendolen Ellery Read Aikman (1903-1994), mamm ar steredoniour he c'havas.