Guillaume Levasseur de Beauplan
Guillaume Levasseur de Beauplan | |
---|---|
Kastell Pidhoretskiy, Ukraina
| |
Ganedigezh | ~1595 e Dieppe Rouantelezh Bro-C'hall |
Marv | 6 Kerzu 1685 e Rouen Rouantelezh Bro-C'hall |
Stummadur | Akademiezh impalaerel an arzoù-kaer |
Micherioù | Ijinour milourel, tisavour, kartennour, skrivagner |
Pennoberennoù | • Kastell Pidhoretskiy, Ukraina, 1635-40 • Description d'Ukraine, 1650 |
Guillaume Levasseur de Beauplan, meneget evel Guillaume Le Vasseur de Beauplan ivez, a oa un ijinour milourel, ur c'hartennour, un tisavour hag ur skrivagner gall bet ganet e-tro 1595 e Dieppe hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 1685 e Rouen.
Gantañ e voe savet ar c'hentañ kartenn eus Ukraina — a-drugarez dezhañ e voe lakaet ar vro war kartenn ar bed.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Markiz Beauplan e oa Guillaume Levasseur, bet ganet e Dieppe e-tro 1595[1].
Milour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude endevout emzelet evel ijinour e lu rouantelezh Bro-C'hall e c'hounezas fiziañs ar marichal hollc'halloudus Concino Concini (1569-1617), e anvas e 1616 da gomandant kreñvlec'h Pont-de-l’Arche e Normandi[2]. Nebeut a ouzer a-zivout e remziad el lu gall goude-se, hogen hep mar e chomas e Bro-C'hall betek diskar e warezer, a voe muntret e 1617. En abeg d'an darvoud-se moarvat e rankas an ijinour divroañ.
Er bloaz 1630 ec'h eas da ijinour milourel ha kabiten ar c'hanolierezh e lu Kurun rouantelezh Polonia, ar Stad a voe adalek 1385 betek 1795, ma chomas betek 1647[3] evit difenn an harzoù er su hag er gevred diouzh an Impalaeriezh otoman, a oa o tostaat nebeut-ha-nebeut, ha diouzh Tatared Krimea hag ar Gozaked na baouezent ket da breizhañ. E 1637-38 e voe kaset da Ukraina, ma servijas dindan ar penngadour Stanisław Koniecpolski (1591-1646) enep an emsaverien gozak Pavlo Pavliuk († 1638) ha Yakiv Ostrianyn († 1641).
Tisavour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa glaske ar Stad kreñvaat stepennoù Ukraina e voe lakaet Guillaume Levasseur da sevel ur rouedad kreñvlec'hioù warno, ar pezh e lakaas da veajiñ a-dreuz Ukraina e-pad 17 vloaz evit dibab al lec'hioù gwellañ evit sevel an difennoù a oa rekis hervezañ, war div c'hlann ar stêr Dnipro pergen. E 1639 ec'h adsavas ar c'hreñvlec'h Kodak, e-kichen kêr Dnipro hiziv, hag a oa bet savet e 1635 war urzh ar roue Władysław IV Vasa (1595-1648, ren 1632-1648) ha distrujet gant ar Gozaked. Kreñvlec'hioù all a voe savet gant Guillaume Levasseur de Beauplan en Ukraina : hini Bar e kreiz Ukraina ha hini Brody nepell diouzh Lviv ; perzh a gemeras e treiñ kreñvlec'h Krementchouk en ur gêr, war ribl kleiz ar stêr e kreiz ar vro ivez.
Kartennour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus kartennourion vrudetañ ar XVIIvet kantved e voe G. Levasseur de Beauplan, rak dre e labour evit sevel difennoù en devoa desket lec'hiadurezh ha tudouriezh Ukraina, koulz ha buhez Ukrainiz. Gantañ e voe savet e latin ar c'hentañ kartenn eus Ukraina e 1639, a voe moullet e 1648 e Gdańsk dindan daou stumm : unan hollek 1:1 800 000 he skeul (1 cm = 18 km) hag unan arbennik (1:452 000, 1 cm = 14,52 km), o-div engravet gant an Izelvroad hollvrudet Willem Hondius (~1598 – 1652/1658). E 1660 e voe embannet ar c'hartennoù-se e Rouen kent bout eilet e meur a vro en Europa.
Den ne oar perak e voe disoudardet ar markiz d'an 29 a viz Meurzh 1647 ; distreiñ da Rouen a eure neuze, kent emezelañ a-nevez el lu gall e Dieppe ma voe serjant major adalek 1651 betek 1652, ar bloaz ma tistroas da Rouen, ma chomas betek e dremenvan[4].
Er bloaz 1651 ec'h embannas Description des contrés du Royaume de Pologne ; un embannadur kresket a zeuas a-ziwar ar wask e 1660 dindan an talbenn Description d'Ukraine, a voe adembannet e 1661 hag e 1861. En oberenn-se e teskrive Guillaume Levasseur douaroniezh, armerzh ha renkadoù sokial Ukraina. Ar c'hentañ levr a-zivout Ukraina e oa, a voe anavet en Europa a-bezh : troet e voe e saozneg e 1704, en alamaneg e 1780, e poloneg e 1822, e ruseg e 1832 ; ul lodenn eus al levr a vo troet en ukraineg e 1896[3] d'ar mare-se. Un droidigezh klok a voe embannet e Kyiv e 1990.
Er bloaz 1662 ec'h embannas en Amsterdam ur gartenn disin eus red izelañ an Dnipro.
Hag eñ ur c'hatolig dre hengoun e diegezh e varvas ur c'halvinour, d'ar 6 a viz Kerzu 1673 e Rouen ; e-tro 78 vloaz e oa.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Straedoù zo bet anvet en e enor e Kyiv, Dnipro, Krementchouk, Nikopol ha Vinnytsia.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Feller, François-Xavier. Dictionnaire historique, ou Histoire abrégée de tous les Hommes qui se sont fait un nom, Levrenn 6. Paris : Méquignon, Lyon : Gutot, 1818, Lyon : Rolland, 1829, p. 102.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) 'Description d'Ukranie, embannadur 1661. Kavet : 24 Even 24.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) AGHORA @ INHA. Kavet : 24 Even 24.
- ↑ En arondisamant Les Andelys en Eure hiziv.
- ↑ 3,0 ha3,1 (en) 'Internet Encyclopedia of Ukraine'. Kavet : 24 Even 24.
- ↑ (pl) Buczek, Karol (1935). Beauplan Wilhelm Le Vasseur. Kraków : Polska Akademia, 1989, p. 385 (ISBN 978-83-04-03484-6)