Gran Torino

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Gran Torino
Gran-torino-509e76b22e77f.png
logo orin ar film
Filmdata
Titl orin : Gran Torino
Bro produiñ : Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : 17 aviz Kerzu 2008 ; 9 a viz Genver 2009 ; 25 a viz Gwengolo 2009
Yezh orin : saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 110 munutenn
Pare
Filmaozer : Clint Eastwood
Produer : Clint Eastwood, Bill Gerber, Robert Lorenz
Skrivagner : Nick Schenk
Rener al luc'hskeudenniñ : Tom Stern
Aktourien

Clint Eastwood, Bee Vang

Gran Torino a zo ur film stadunanat deuet er-maez e 2008, ha sevenet gant Clint Eastwood, hag a c’hoari ivez tudenn bennañ ar film. Distro Clint Eastwood war ar skramm eo abaoe Million Dollar Baby. Er film ez eus dreist-holl aktourien a orin Hmong. Gellet a reer gwelet ivez mab Clint Eastwood, Scott Eastwood e anv, o c’hoari an dudenn anvet “Trey “. Sonerezh ar film a zo bet krouet gant mab henañ Clint Eastwood. Skignet eo bet evit ar wech kentañ ar film e Norzh Amerika d’an 12 a viz Kerzu 2008, hag e Bro-C'hall d’an 9 a viz Genver 2009.

Tudennoù an istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Clint Eastwood : Walt Kowalski
    Clint Eastwood e Festival Cannes e 2008.
  • Bee Vang : Thao, ar grenard Hmong, amezeg Walt
  • Ahney Her : Sue, c’hoar Thao
  • Doua moua : Fong pe Spider, kenderv Thao ha Sue
  • Brian Haley : Mitch Kowalski, mab Walt
  • Choua Kue : Amourous eus ar grennard yaouan Thao
  • Chee Thao : Mamm Gozh Thao ha Sue

Diverradenn ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur Ford Gran Torino evel hini Walt Kowalski.

Kontet e vez er film Gran Torino, istor un den kozh anvet Walt Kowalski, ur soudard kozh eus brezel Korea. War e leve emañ, labourat a rae evit un embregerezh Ford gwechall gozh. O vevañ en ur banlev e Highland Parck emañ. O paouez mervel emañ e wreg, bevañ a ra neuze e unan penn gant e giez anvet Daizy. Abaoe un nebeut mizioù eo kroget Sinaiz eus ar meuriad Hmong d’em em staliañ en e garter, ar pezh a zisplij kalz dezhañ. Rankout a ra Walt (unan eus ar re nemetañ a orin amerikan), derc’hel penn ouzh feulster ar gang a zo kroget d’ober reuz er c’harter.

Amezeien nevez an den a zo ur familh Hmong, anvet eo ar familh-se ar re Vang Lord. Sue ha Thao a zo daou grennard ar familh. Un deiz e teu kenderv Thao, Fong da gerc’hat anezhañ Thao evit klas kendrec’hiñ ar paotr da zont gantañ en e gang. Nac’hañ a ra Thao er penn kentañ, met nebeut amzer war-lerc’h ez eo rediet da blegañ dirak e genderv. Evit gellet mont er gang eo ret da dThao prouiñ en deus ar gwir da vont er gang. Goulennet eo digantañ mont e ti e amezeg, Walt, da laerañ e Ford Grand Torino eus ar bloavezhioù 1972. Mont a ra neuze Thao e unan da glask laerañ an oto. Met an den kozh a glev trouz hag e za diouzhtu da welet petra a c’hoarvez. Dont a ra maez gant e fuzulh M1 Garand, ha difenn a ra de d/Thao laerañ an oto. Ober a ra biz dezhañ gant e arm. Terc’hañ a ra kuit ar paotr yaouank spontet mik gant an den. An devezh war lec’h e teu mamm Thao da welet an aotroù, evit en em zigareziñ eus emzalc’h mezhus ar bugel. Aspediñ a ra an itron da Walt, lakaat Thao da labourat evitañ digoust ‘pad miz a-benn digoll an aotroù. A hed an istor e vez krouet ur vignoniezh kreñv etre Walt hag ar familh Hmong. Un devezh eo taget ar grennardez Sue, c’hoar Thao, gant tud eus gang ar c’harter (gant e genderv e-barzh ). Distreiñ a ra d’ar gêr gant an dremm leun a wad. Dont a ra Kowalski e fulor bras, prientiñ a ra d’ar gang ur souezhadenn ha ne vint ket gouest da zisoñjal.

Clint Eastwood[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Clint Eastwood anvet « Clint » a zo ganet d’an 13 a viz mae 1930 e San Francisco. Un aktour hag ur c’hrouer filmoù stadunanat eo eñ. Kroget en deus da c’hoari e-barzh rummadoù filmouigoù, met a benn ar fin en deus kroget da c’hoari e roll a–bouez kentañ er film anvet Rawhide. Sachet eo evez ar produour anvet Sergio Leone hag a ro dezhañ e rol kentañ a-bouez. C’hoari a ra ar roll pennañ er film anvet “An Den dianv”. Lañset eo neuze e reviñ evel c’hoarier brudet. C’hoari a ra da gentañ evit ar c'hrouer filmoù Universal ha nebeut amzer war lerc’h evit Warner Bross. C’hoari a ra e barzh Dirty Harry, Unforgiven pe c’hoazh The Bridges of Madison County ha “Gran Torino”, e lec’h ma z’eo eñ e unan an oberour. Ar film kentañ oberet gantañ a zo « Play Misty for Me » e 1971. Graet en deus hiziv an deizh muioc’h ‘vit 80 film. Unan deus ar sinematourien vrudetañ er bed eo eñ.

Istor ar bobl Hmong[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bobl Hmong a zo ur bobl eus Azia, a orin eus menezioù Su Sina. E norzh Bro Viêt Nam ha Laos dreist holl e vezont staliet. Anvet int ivez Miao “Riz kriz” ar pezh a dalvezh ez int tud nomaded ha ne n’em kendeuzont ket mat er gevredigezh. Ar Hmong o unan en em lavaront menezourien. An dra nemeti a zo sur war ar bobl-se ez int chomet gant etniennoù Miao all, poulloù ar ster Huang He e oant araok ma errufe ar bobl Han war o zachennoù. Hervez ar pezh skrivet ‘barzh o levrioù sakr. Er penn kentañ e veve ar bobl Hmong e kreiz bro Sina, met ar bobl Miao a zo bet tamm ha tamm kaset kuit gant ar bobl enebour Han, e su ar vro peogwir ne c'houzañvent ket ar bobl Han ar bobl Hmong. Padal e vevent asambles abaoe miliadoù a vloavezioù. War-lerc’h bezañ trec’het meur a wech eo bet dizrannet ar bobl e pep lec’h barzh bro Sina dreist-holl er Su ha e-barzh ar menezioù. Kavet e oa ar bobl-se dreist-holl e Yunnan, er Guizhou hag er Guangxi. War menezioù al Laos an hini eo e krogas ar bobl Miao da gutuilhiañ roz-moc'h ha da broduiñ opiom. Da gentañ e oa gwerzhet an danvezioù–se da vro Sina, met war lerc’h eo kroget d’ober kenwerzh gant bro-C’hall. An Hmong a zo animegourien : krediñ a reont resevout teir ene d’ar ganedigezh. An hini gentañ a chomo war lerc’h ar marv, an eil a yelo e rouantelezh an eñv, an trede a vezo savet a varv da vev .

O hengoun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P’en deus c’hoant ur paotr Hmong dimeziñ, choaz a ra ar wreg hag a blij dezhañ, ma fell hi dimeziñ pe get. Un nozvezh ez aio eñ gant sikour e familh da skrapañ ar vaouez ha kas a raio anezhi en e di. An devezh war-lerc’h e teuio kerent ar plac’h da welet ar mab evit tabutal eus ar priz ma vo gwerzhet ar plac’h. Paeet e vez gant alkool pe gant riz, moc’h ... E ti an Hmong ez eus tu dimeziñ adalek 13 pe 14 bloaz. Ne zalc’hont ket e kont an diforc’h etre an oadoù. Bez e c’hell un den 30 bloaz dimeziñ gant ur plac’h oadet a 13 bloaz da skouer. Ma z’eo pinvidik an den e c’helle dimeziñ gant meur a blac’hed, padal ma z’eo paour un den e vo diaesoc’h dezhañ dimeziñ. Pa z’eo dimezet ar plac’h yaouank e rank hi mont da vevañ e ti kerent ar paotr hag ober war o zro betek ma varfent, setu perak, n’eo ket ral e tibabfe ar gerent gwreg o mab. 18 anv familh disheñvel a zo gant pep Hmong. Ar paotr hag ar plac’h a fell dezho dimeziñ a rank kaout un anv familh disheñvel. Pa zimez ar plac’h yaouank e rank kemer anv he gwaz. Bez e c’hell neuze kindirvi dimeziñ asambles ma ne zougont ket ar memes anv familh.

Ar bobl Hmong er Stadoù-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E lec’h ma vez kavet ar muiañ a dud a orin Hmong er Stadoù-Unanet a zo e barzh stad Minnesota, e-barzh parez « gevel » Sant Paul ha Minneapolis. An niver a Hmong er Stadoù-Unanet a zo war dro 60 000 den. Kroget eo da zont ar bobl-se tro ar bloavezhioù 1970 – 1980, war lerc’h brezel Viêt Nam. War lerc’h bezañ bet e Kalifornia, er Fresno, cheñchet o deus lec’h evit mont kentoc’h betek Minnesota ha kêriadennoù all ar Middle-West, dreist-holl evit an ekonomiezh. Evel kalz a dud eus ar Reter Tre ez int barrek kenañ war an ekonomiezh ha war ar studioù gant ur feur izel e keñver c’hwitañ ar studioù.