Hmong

Eus Wikipedia

Ar vHmonged zo ur bobl eus Azia a-orin eus an toleadoù meneziek a zo e norzh Viêt Nam, Laos ha kreistez Sina. Ober a reer "Miao"-ed anezho e Sinaeg (mandarineg : 苗, Miáo) hag a dalv kement ha « riz diboazh ». E-touez ar Hmonged e kaver gwelloc'h ober gant « pobl ar menezioù ».

Ar braz anezho zo o vevañ e Sina, Laos, Viet Nam, Tailand hag e Myanmar, met divroañ o deus graet un 30.000 anezho war-zu broioù pinvidikoc'h e-kerz an dekvloaziadoù diwezhañ.

Un daou vil anezho zo aet da Gwiana C'hall da sevel kêriadennoù bihan e toleadoù koadek ar vro.