Germania (timbroù)
Anvet eo bet Germania ar rummad timbroù embannet etre 1900 ha 1922 gant Postoù Alamagn (Impalaerezh ha Republik Weimar) a ginnige poltred ur vaouez a oa alegorienn ar vro. Heverk eo ar rummad-se dre m’eo bet e gwerzh e-pad un hirr a amzer ha dre ma kaver stummoù disheñvel a-hed ar bloavezhioù. D’ar 1añ a viz Genver 1900 e teuas an timbr kentañ er-maez. Kontrol da voazioù an amzer e rouantelezhioù europat arall a zibabas penn ar roue evit skeudenniñ an timbroù (Victoria er Rouantelezh-Unanet, Leopold Iañ e Beljia,.…) e voe kavet gwelloc’h moullañ un arouez unvaniñ eget ur penn-tiern prusian, pa oa emren atav rouantelezhioù Bavaria ha Württemberg. Dibabet e voe danvez an timbr gant an impalaer Gwilherm II e-unan. Graet e oa bet an engravadur gant Paul Eduard Waldraff (1870-1917) en ur implij dremm an aktourez Anna Fürhing evel patrom. Ur gurunenn impalaerel war he fenn, e talc'h en he dorn ur c'hleze hag ur brank gwez-olivez. Diouzh ar c’hiz Arz Nevez eo bet savet an timbr.
Timbroù embannet en Alamagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchet eo bet stumm hag alc’hwez an timbr a vloaz da vloaz, ha doujet ez eus bet ouzh emrenerezh postel Bavaria ha Württemberg betek 1920.
REICHPOST a lenner war timbroù an embannadur kentañ, tra ma voe DEUTSCHES REICH (Impalaeriezh Alamagn) adalek ar 1añ a viz 1902. Ne voe ket lakaet rummad 1900 e gwerzh nag e Bavaria, nag e Württemberg. Unliv e oa an timbroù o zalvoud-gwerzh izel, daouliv ar re all (en tu all da 20 pfennig). N’eus filigran ebet warno a-raok ar bloaz-se.
- Impalaeriezh Alamagn
- 1900 (1añ a viz Genver) : Reichspost. Impalaeriezh Alamagn, nemet Bavaria ha Württemberg.
- 1902 (1añ a viz Ebrel) : Deutsches Reich. Gwerzhet en Impalaeriezh Alamagn, nemet Bavaria.
- 1905-13 : Deutsches Reich.
- 1915-17 : Deutsches Reich, moulladurioù brezel.
- 1916-19 : Deutsches Reich. Linennoù er foñs.
- 1919 (1añ a viz Mae) : Alc'hwez Deutsches Reich.
- 1919: dreistmoullet Freistaat Bayern (e Bavaria hepken)
- 1920 : Deutsches Reich, gwerzhet dre Alamagn a-bezh
- 1921: Deutsches Reich. Dreistmoullet gant prizioù uhel.
- 1922 (miz Meurzh) : Deutsches Reich (75 Pfennig and 11⁄4 Mark).
Tiriadoù alaman (1920)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar Brezel-bed kentañ e voe fiziet melestradurezh tiriadoù Memel, ha Saarland e Bro-C’hall. Tiriad Danzig a chomas emren betek 1939. Poblet gant Alamaned, staget e voe an tiriadoù-se ouzh Alamagn.
Niv. | Talvoud-gwerzh | Skeudenn | Livioù | Tiriad |
---|---|---|---|---|
1 | 40 Pf. | Ruz | Saarland | |
2 | 10 Pf. | Ruz | Saarland | |
3 | 10 Pf. | Ruz | Allenstein | |
4 | 20 Pf. | Glas, glas-mouk | Memel |
Postoù e-maez Alamagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e veze timbroù Germania dreistmoullet e-maez Alamagn a-raok ar Brezel-bed kentañ. Burevioù-post Alamagn a veze kavet e-barzh un toullad broioù estren, en o zouez Sina, Maroko ha Turkia . E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe embannet timbroù Germania en takadoù aloubet, da lavaret eo e Belgia, e Bro-C'hall, e Rusia, e Polonia (Gouarnamant hollek Varsovia) hag e Roumania. Ne voe ket graet gant an timbroù Germania e trevadennoù Alamagn : ar rummad Hohenzollern) an hini eo a voe dasparzhet eno e 1900.
- Al lestr-brezel Vineta
Unan eus an timbroù alaman rouesañ eo an timbr Germania kachedet war al lestr-brezel Vineta e 1901. Rannet e daou damm e voe dreistmoullet an timbr 5 pfennig gant 3PF.
- Aloubadeg Beljia
Aloubet e voe Beljia gant armeoù alaman e-pad ar Brezel-bed kentañ ha moullet timbroù Germania gant Belgien gant un talvoud-gwerzh e lurioù.
-
Timbr al lestr Vineta
-
Belgia (1916)
-
Polonia (1915)
-
Polonia (1916)
-
Melestradurezh Polonia (1918)
-
Rusia (1916)
-
Roumania (1916)