Leopold Iañ (Belgia)
Neuz
Leopold Georg Christian Friedrich (Coburg, Sachsen-Coburg-Saalfeld, 16 a viz Kerzu 1790 – Laeken, Belgia, 10 a viz Kerzu 1865) a oa dug Saksonia, priñs Sachsen-Coburg-Gotha ha kentañ roue Belgia evel Leopold Iañ.
Léopold Georges Chrétien Frédéric de Saxe-Cobourg et Gotha eo e anv gallek, ha Leopold George Christiaan Frederik e hini nederlandek.
Mab yaouankañ an dug Franz von Sachsen-Coburg-Saalfeld (1750-1806) hag e eil pried ar gontez Auguste Reuß zu Ebersdorf ( 1757-1831) e oa.
D'ar 4 a viz Even 1831 e voe dilennet da roue ar Velgiz, ha ren a reas adalek ma touas war ar Vonreizh d'an 21 a viz Gouere 1831 betek e varv d'an 10 a viz Kerzu 1865.
Euredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas :
- e 1816 da Charlotte Augusta Kembre (1796–1817)
- e 1829 da Karoline Bauer (1807–1877),
- e 1832 da Louise d’Orléans (1812–1850)