Gerioù brezhonek heñvelson
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Gerioù heñvelson, pe damheñvelson zo e brezhoneg.
Gerioù peurheñvelson
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un toullad gerioù peurheñvelson zo (da glokaat, hervez urzh al lizherenneg):
- a hag ha
- enez (douar gant dour tro-dro) hag enez (polez)
- e hag he (raganvioù)
- gouel (gourel) ha gouel (benel)
- ivin (e penn ar bizied) hag ivin (gwez)
- mell (gwregel, bolotenn vras); mell (ger stroll, un ed); gourel: mell (ur benveg), mell (dirak un anv, evit talvezout "bras"), mell (kenvell), mell (bernig).
- o ha ho.
- te (raganv) ha te (evaj)
Gerioù damheñvelson
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù damheñvelson a vez lavaret a-wechoù eus gerioù heñvelson war-bouez ur vogalenn pe ur gensonenn. C'hoarvezout a ra d'an dud o meskañ gwech pe wech dre zievezh.
- ber ha berr
- bleniañ ha bleuniañ
- kambr ha kamm
- kan ha kann
- kar ha karr
- kanañ ha kannañ
- kaol ha koll
- keloù ha kelloù
- kemener ha kemenner
- ken ha kent
- ker ha kaer
- kor ha korr,
- krenañ ha krennañ
- tan ha tann
- tell-gastiz ha taol-kastiz
- tennañ ha denañ
- ter ha taer
- tor ha torr
Heñvelson hervez ar rannyezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù 'zo a c'hall bezañ heñvelson e rannyezhoù 'zo hep bezañ heñvelson e rannyezhoù all:
- gwaz (den) ha gwaz (evn), gwazh (red-dour) ha "gwazh" (fall)
- i ha hi
- mezh ha mez
- kegin (aozañ boued) ha kegin (un evn) (e Treger)
- c'hwezh (merzerezh), c'hwezh (diloc'h aer), c'hwez (dour eus ar c'horf) ha c'hwez (koeñv) e brezhoneg Leon; an tri gentañ a vo heñvelson e Treger ha Kernev; an daou gentañ e brezhoneg Gwened met damheñvelson e c'hall bezañ gant c'hwec'h (ar sifr).
- ruz (liv), ruz (plantenn) ha ruz (eus ar verb ruzañ) e brezhoneg Leon
- ruz (liv), ruz (plantenn) ha ru (straed), ru (taol troad marc'h), ru (sac'h) er brezhonegoù all.
- brezhell ha brezel
h.a.
Heñvelson diwar gemmadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar c'hemmadurioù e c'haller en em gavout gant gerioù heñvelson:
- kar, karr, ha gar
- kant ha gant
- kolo ha golo
- par ha barr
- piz ha biz
- tor ha dor
Heñvelson el liester
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou liester pe neuze unander en un tu ha liester en tu all
Damheñvelson a bell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù all zo hag a seblant damheñvelson d'an dud a vez o teskiñ brezhoneg ken e c'hoarvez da lod o droukveskañ.
- bran ha bramm
- bras ha brav
- debriñ ha deskiñ
- kant ha kent
- karout ha kavout
- gwelout ha gallout
- sentiñ ha santout