Mont d’an endalc’had

Ger-stagañ

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger stagañ (saoz: relative word) evit komz eus ur ger anaforel, peurliesañ ur raganv hag a dalvez da verkañ un islavarenn ha d'he liammañ ouzh ur frazenn vrasoc'h. Tennañ a ra neuze da berzh kevreadurezhel ha/pe semantikel un elfenn bennak kentoc'h evit do stumm. Diwar div lavarenn eeun neuze e vez savet ul lavarenn lieskevrennek.

E brezhoneg e vez implijet ar rannigoùigoù verb "a" (pe "hag a") hag "e" evit liammañ un islavarenn ouzh ur frazenn pennañ hag ivez an termen ispisial "hag-eñ" evit islavarennoù goulennata ameeun, da skouer :

Rener
"An den a garan"
Nann-rener
"An hini e oan o soñjal ennañ"
"An hini ma oan o soñjal ennañ"
Goulenn ameeun
"N'ouzon ket hag-eñ e teuio"

Bez' e c'heller implijet seurt gerioù stagañ e lec'h meur a arguzenn kevreadurezhel disheñvel, da skouer :

Rener:
Jack is the boy who kissed Jenny
("Jack eo ar paotr hag en doa poket Jenny")
Renadenn eeun
Jack is the boy that Jenny gave a gift to. (= to whom)
("Jack eo ar paotr ma' oa bet roet ur prof dezhañ gant Jenny")
Renadenn araogennek
Jack built the house which I live in. (= in which)
("Kack a savas an ti m'emaon o vevañ (ennañ)")
Perc'hennañ
Jack is the boy whose friend built my house.
("Jack eo ar paotr da biv en doa ur mignon bet savet ma zi gantañ")

E yezhoù zo e c'hell rankout klotaat perzhioù yezhadurel raganvioù stagañ (gour, niver ha/pe jener) gant re an anv-kadarn va reont dave oute, evel ma c'hoarvez a-wezhoù e spagnoleg.

E wezhoù all c'hoazh e c'heller diforc'hañ etre ar stummoù imoplijet evit ober dave da dud ha nann-tud, da skouer e saozneg :

Raganv stagañ: Tud
The man who I saw
("Ar gour a welis")
Raganv stagañ: nann-tud
The book that I saw
("Al levr a welis")

Meur a yezh avat n'o deus gerioù stagañ ispisial ebget evit sevel isalavarennoù. En alamaneg, da skouer, e vez implijet ar gerioù-mell e lec'h raganvioù stagan, da skouer :

Das sind die Freunde, mit denen wir in Urlaub fahren
"Se.int ar vignoned [LIES. NOM.], gant.ar re [LIES. DAT.] ni.e.vakañsoù.beajomp"
"Setu ar vignoned m'ac'h eomp da vakañsiñ gante"

Er frazenn-mañ e vez implijet stumm dativel ar ger-mell strizh dre ma teu goude an araogenn mit ("gant").

E sinaeg (mandarineg e implijet ar rannig de implijet evit liammañ ur penn (a-dehoù) ouzh ar renadenn (a-gleiz), keñveriit :

Liamm perc'henniezh
Wo de che
{[Me-DE].karr-tan}
("Ma c'harr-tan")
Frazenn anv-gwann
Bai de che
{[Gwenn-DE].karr.tann}
("Ur/Ar c'harr-tan gwenn"/"Kirri-tan gwenn")
Islavarenn
Wo kan de shu hen you yisi
{[Me.lenn.-DE].levr}.(tre ELFENN FRAMMEL).kaout.dedennusted
("Dedennus eo/e oa al levr a lennis")

E meur a yezh all, o saozneg hag ar galleg en o zouez, e c'hell klotaat ar stummoù ar gerioù stagañ diouzh un tu gant stumm ar gerioù gouelnn diouzh an tu all, da skouer :

Saozneg
Stumm goulennata
Where was he born?
Pelec'h e oa bet ganet?
Stumm stagañ
The country where he was born
Ar vro ma oa bet ganet (= "el lec'h ma")

E brezhoneg ec'h eus gerioù stagañ ispisial ("ma") da vezañ implijet en islavarennoù nann-goulennata, da skouer :

Brezhoneg
Goulenn eeun: stumm goulennata
Pelec'h e oa bet ganet?
Islavarenn: stumm stagañ
Ar vro ma oa bet ganet (= "el lec'h ma")
Goulenn ameeun: stumm goulennata
N'ouzon ket pelec'h emañ?