Georg von Küchler
![]() |
|

Georg von Küchler (30 a viz Mae 1881 er Schloss Philippsruhe e Hanau; 25 a viz Mae 1968 e Garmisch-Partenkirchen) a oa ur generalfeldmarschall alaman, pennkomandour an Arme ha marc'heg enor Urzh Sant-Yann (Johanniterorden) e-pad an Eil Brezel-bed.
E-kerzh Ebrel 1949 e Nürnberg e voe kondaonet d'ur prantad 20 vloaz toull-bac'h goude prosez an OKW (Oberkommando der Wehrmacht) evit torfedoù-brezel, met lezet e voe da vont dieub e 1953.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kerentiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dad e oa ar c'horonal ha dug-meur Hessen Karl von Küchler (1831–1922), eil-a-gamp (Flügeladjutant) ha marichal-lez (Hofmarschall), hag e vamm Marie, ganet von Scholten (1851–1924), a oa merc'h d'al letanant jeneral Wilhelm von Scholten (1797–1868).
Impalaeriezh ha Brezel-bed Kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude bezañ graet e studioù e Gymnasium Ludwig-Georgin e Darmstadt ez eas von küchler d'ar "1. Großherzoglich Hessische Feldartillerie-Regiment Nr. 25" en Arme Prusian, adal 1901. Mont a reas da vezañ letanant kentañ (Oberleutnant) war-lerc'h e servij e skol-varc'hegezh Hannover e 1910. Goude tremen en Akademiezh ar Brezel (Kriegsakademie) e kenrenas ar C'huzul-meur Bras e Berlin.
E-kerzh ar Brezel-bed kentañ e voe anvet Küchler da benn-bateri (Batteriechef) ha goude-se e oa bet savet d'ar renk Kabiten (Hauptmann). E fin ar brezel e oa Ofiser Kentañ ar C'huzul-meur en 206vet rannarme-droadegiezh hag en 9vet rannarme-adarme. Küchler a resevas ar Groaz-houarn hag ar Groaz-varc'heg eus ar c'h/Königlichen Hausordens von Hohenzollern, gant klezeier.