Gegnog

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Inizi Gegnog ha Tarieg, gwelet eus an douar-bras d'an daere

Gegnog zo un enezenn e kumun Landeda, e kornaoueg ar gumun, un 2 km bennak diouzh an douar-bras. En em astenn a ra war 400 m hed ha 160 m led[1].

N'eus gwezenn ebet warni, nemet leton. Gwechall gozh e oa stag ouzh an douar-bras ha dismantroù meur a garn eus mare an Neolitik a weler warni. Lakaet int da vonumant istorel abaoe 1964[2]. Diwezhatoc'h, da vare Oadvezh an Houarn e oa annezet an enez ivez[3]. Furchadegoù zo bet graet e Gegnog meur a wech, adalek 1962[4].

Talvezet he doa Gegnog ivez, da vare an Eil Brezel-bed, da lakaat lomaned kirri-nij saoz kouezhet war an douar-bras da dec'hout kuit, gant sikour rezistanted eus ar c'hornad[5].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]