Galateia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Galateia, livet gant Raffaelo Sanzio.
Pygmalion ha Galateia, gant Jean-Léon Gérôme.

Galateia (henc'hresianeg: Γαλατεια "gwenn-laezh") ’zo anv un doueez eus Hellaz, ha hini un delwenn.

An doueez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galateia a oa un Nereidenn, merc'h d'an doue Nereüs ha d'e wreg Doris. Karet e oa gant ar C'hiklop Polyfemos a rae al lez dezhi. Nemet hi a gare ar mesaer Akis. Pa ouias Polyfemos e frikas ar paotr yaouank dindan ur mell roc'h. Kemmet e voe korf ar paourkaezh paotr e stêr ganti, evit ma teuje daveti da viken.

An delwenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galateia zo ivez anv un delwenn olifant graet gant Pygmalion ha karet gantañ, ken e teuas ar c'hizelladur da vout ur vaouez.