Akis

Eus Wikipedia
Akis ha Galateia, gant Claude Lorrain (1657).

Akis zo ur maesaer yaouank ha koantik eus Sikilia, mab d'an doue Pan ha d'an nimfenn Symaithis, hag a voe karet gant an Nereidenn Galateia.

Lazhet e voe gant ar C'hiklop Polyfemos, a oa gwarizi ennañ ken e oa, ken e frikas ar paotr dindan ur mell roc'h. Gwad a strinke eus e gorf, met troet e voe en ur stêr hag a red bremañ e-harz ar menez Etna.