Polifemos (Kiklop)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Polyfemos)
Penn Polifemos. Mirdi Boston.
Odysseüs hag e geneiled o tallañ Polyfemos, amforenn eus Henc'hres, war-dro 650 kent J.-K., mirdi Eleusis.

Polifemos (en henc'hresianeg : Πολύφημος Polúphêmos, ger-ha-ger « a gomz kalz, teodek » pe « illur ») zo ur c'hiklop eus mojennoù Hellaz kozh, hag a oa mab da Boseidon ha d'an nimfenn Thoosa.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Odisseia e lenner ez eas Odisseüs hag e listri betek enezenn ar Gikloped ma voe tapet an haroz Odisseüs, ha darn eus e dud, gant ar c'hiklop Polifemos a blaouias lod anezhe. Dont a rejont a-benn da dec'hel kuit a-drugarez d'un dro-gamm graet gant Odisseüs : mezviñ ar c'hiklop a reas gant gwin kemeret digant ar Gikoned, a-raok tarzhañ lagad nemetañ an euzhvil e-pad e gousk.

Odisseüs en doa touellet Polifemos da gentañ o lavarout e oa Outis e anv, ar pezh a dalvez "nikun" pe "den ebet". Ha pa ziredas kenvroidi Polifemos d'e sikour e c'houlennjont petra a c'hoarveze gantañ : hag eñ da zisplegañ edo o paouez bezañ dallet gant den ebet, hag e tremenas evit un inosant. Kuitaat a rejont groc'h ar c'hiklop goude se o kuzhat dindan deñved ramzel ar c'hiklop p'o leze da vont da beuriñ. Met d'ar c'houlz ma'z ae kuit e lestr eus an enezenn, ne voe ket Odisseüs evit miret a ziskuliañ e anv gwirion da c'hoapaat Polifemos. Hennezh, kounnaret-ruz, a daolas roc'helloù bras trema al lestr, ha darbet e oa dezhañ flastrañ anezhañ. Goude-se e c'houlennas digant e dad Poseidon veñjañ anezhañ, o virout ouzh Odisseüs da zistreiñ biken d'e vro, pe, mard e oa tonket d'en ober, o lezel anezhañ da zistreiñ d'e vro goude poanioù hir, war ur vag estren, kollet gantañ holl e geneiled, ha ma ne gavfe er gêr nemet reuz ha gwalleur.


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]