Mont d’an endalc’had

Gaius Julius Priscus

Eus Wikipedia

Gaius Julius Priscus a oa un alouber roman hag un ezel eus ar ward pretorian e-pad ren Gordianus III.

Ganet e oa bet Gaius Julius Priscus e Bostra, Shabaa hiziv, e-kichen Damask e Siria. Mab e oa da Julius Marinus, ur penn-bras eus ar vro. N'anavezer ket anv e vamm, met e vreur e oa Marcus Julius Philippus a yeas da impalaer roman dindan an anv Fulup an Arab. Hervez un nebeud enskrivadurioù e oa Gaius Julius Priscus prefed e Mesopotamia, procurator e Macedonia ha isrener bro-Egipt. War dro 242 ez eas e-barzh ar ward pretorian ha pa varvas Timesitheus, prefed ar bretoridi, e kendrec'has Gordian III da envel e vreur en e lec'h.

Pa voe lazhet Gordian III e 244 ez eas Philippus d'an impalaer nevez ha Gaius Julius Priscus a chomas er reter da ren war an darn-se eus an impalaeriezh evitañ. Strizh a oa e ren ha, oc'h heulian urzhioù e vreur, e tastumas taosoù pounner. Atizañ a reas an dra-se emsavididigezh Marcus Iotapianus met seblout a ra e teuas Priscus a-benn d'e drec'hiñ.

Emsavidigezh a-enep Decius

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude faezhidigezh e vreur gant Decius e embannas Piscus e oa impalaer ar reter. Gant ar C'hoted en em gevredas ha dont a reas a-benn da gontrollañ ar reter eus an Impalaeriezh e-pad ur mare bennak met c'hwitañ a reas da aloubiñ ar c'hornôg. Lazhet a voe e-pad ren Trebonianus Gallus moarvat.

Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter