Mont d’an endalc’had

Gabriele Malagrida

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gabriel Malagrida)

Gabriele Malagrida a zo bet ur beleg katolik, misioner ha jezuist italian, ganet d'an 18 a viz Gwengolo 1689 e Menaggio (Italia) ha marvet d'ar 21 a viz Gwengolo 1761 e Lisbon (Portugal).

War-lerc'h mont da jezuit d'an 23 a viz Here 1711 e voe kaset da visioner da Vrazil e 1721.

Barnet e voe d'ar marv dre serramant ha da vout devet war ar geuneudeg gant lez-varn an Inkizision .

Avielañ a reas Indianed Brazil, ha dreist-holl e stadoù Maranhão ha Pará, abostol ar feiz ha prezeger kalonek hag entanet, ma veze graet «abostol Brazil» anezhañ, war-lerc'h dezhañ ergerzhout Maranhão, Pará, Bahia ha Pernambuco.

Dont a reas da Lisbon e 1750, eno e voe p'edo ar roue João V war e dalaroù, hag e chomas betek 1751. Neuze e tistroas d'ar Maranhão, ma chomas betek 1754, hag er bloavezh-se e tistroas da vat da Portugal, war c'houlenn ar rouanez Mariana de Áustria (1683–1754). Gallout a reer lavarout e voe ar brasañ fazi a reas en e vuhez.

Deol evel ma oa, pa deuas kren-douar 1755 (an hini a zo kaoz anezhañ e levr Voltaire, Candide), e kavas mat kemer e dro da vroudañ tud Lisbon da gemmañ o doareoù-bevañ.

Feuket gant an displegadur, a lakae ar gwallreuz war-gont abegoù naturel, a veze skignet war follennoù embannet gant ministr galloudus ar roue José Iañ Portugal, Markiz Pombal, e skrivas ul levrig anvet Juízo da verdadeira causa do terramoto (1756) ma lavare e teue ar c'hren-douar evel ur c'hastiz a-berzh Doue ha ma embanne e oa ret diboaniañ ha frealziñ ar paourkaezh tud diannez gant prosesionoù hag oberoù a feiz.

Ar markiz avat ne gavas ket skrid Malagrida d'e c'hrad, rak kavout a rae dezhañ e oa damveneg anezhañ el levr, ha bezañ dislavaret ne blije ket tamm dezhañ. Setu ma roas urzh da Malagrida da vont en harlu da gêr Setúbal. E-kerzh e harlu e teuas kalz tud d'e gaout, hag en o zouez an tiegezh Távora, en devoa markiz Pombal kement a gasoni outañ.

Ar gwalldaol (ma c'haller krediñ e oa bet unan) a c'hoarvezas d'an 3 a viz Gwengolo 1758, ha prosez ar re Távoras a voe da-heul a roas tro da varkiz Pombal da noazout ouzh Malagrida gwashoc'h eget biskoazh ha d'en diskuliañ d'an Inkizision evel falsprofed, impostor ha, gwashoc'h eget pep tra, da vezañ disivouder, pezh a dalveze kement ha bezañ devet en bev.

Kozh, skuizh gant al labour hag ar prizon, e kollas e skiant, en ur genderc'hel da zifenn pennek e gredennoù.

Goulennataet e voe gant Inkizision Lisbon ha war-lerc'h ur prosez, a voe ur vezh an doare ma voe kaset da benn hervez an istorourien, e voe tamallet dezhañ bout disivouder, ha kondaonet da vezañ gouzougwasket, ha devet e tan auto de fé d'an 21 a viz Gwenholon 1761, er Rossio, leurgêr kreiz Lisbon.

Un monumant zo bet savet en enor dezhañ e 1887 en iliz Menaggio.

  • Kaoz zo eus e varv gant ar filozofour gall Voltaire en e levr Candide, ma skriv : «war bern ar re a ziskiantegezh e voe taolet ar re a euzh ».
  • Er romant gallek Le rouge et le Noir, gant Stendhal, eo meneget an tad Gabriel Malagrida e deroù ar Pennad XXII: "La palabra le ha sido dada al hombre para ocultar su pensamiento" .
  • En 2005 e voe embannet "Profeta del castigo divino", gant ar romantour portugalat Pedro Almeida Vieira, a gont buhez an tad Gabriel Malagrida adalek kren-douar Lisboa en 1755 betek e varv en 1761.
  • "Malagrida", film istorel gant Renato Barbieri en 2000; loreet evel Mejor Documental gant Ministrerezh Sevenadur Brazil, hag ar Premio OCIC de Post-producción para América Latina y el Caribe[1].
  1. [1] Malagrida, renet gant Renato Barbieri