Maria Anna Aostria (1683–1754)
Neuz
(Adkaset eus Maria Anna Aostria (1683-1754))
Ur pennad Maria Anna Aostria zo ivez.
Maria Anna Aostria pe Maria Ana de Áustria e portugaleg, (Maria Anna Josepha; 1683 – 1754) a oa arc'hdugez Aostria, evel merc'h d'an impalaer santel Leopold Iañ (1640-1705), ha d'e bried Eleonore Magdalene von der Pfalz.
Ur vaouez desket e oa, ha meur a yezh a ouie komz: alamaneg ha portugaleg evel-just, hag ouzhpenn galleg italianeg, spagnoleg, latin, ha saozneg a gomprene ivez.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da João V (1689-1750), Roue Portugal, ha ren a reas en e lec'h adal 1742 betek 1750 e-keit ma voe klañv he fried.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maria Ana de Áustria he doe c'hwec'h bugel, gant João V, ha tri anezho a voe rouaned pe rouanezed Portugal pe Spagn:
- Maria Bárbara (1711-1758), Rouanez Spagn dre he dimeziñ da Fernando VI;
- Pedro, Príñs Brazil (1712-1714), marvet da zaou vloaz;
- José Iañ Portugal, Roue Portugal (1714-1777);
- Carlos, Infant Portugal (1716-1730);
- Pedro III Portugal, Roue Portugal (1717-1786);
- Alexandre Francisco José António Nicolau de Bragança, Infant Portugal (1723-1728).
Rejantez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e voe rejantez.
El lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maria Anna hag he ziegezh eo penntudenn romant José Saramago, Baltasar e Blimunda e 1987.