Friedrich Wilhelm II (Prusia)
Friedrich Wilhelm II (1744-1797 ) a voe roue Prusia etre 1786 ha 1797, war-lerc'h e eontr, Frederig Veur.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa bet d'ar 25 a viz Gwengolo 1744 ha marvet e oa d'ar 16 a viz Du 1797. Mab e oa da August Wilhelm von Preußen (1722-1758)
Dre ma oa margrav Brandenburg e oa ivez kañseller ha priñs-dilenner eus an Impalaeriezh Santel Roman alaman. Ur vuhez a-stroñs a renas, disheñvel diouzh e ziagentad, e eontr Frederig Veur. Lesanvet e oa bet, gant tud Prusia, "Der dicke Lüderjahn" (ar bastard tev).
Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas.
- E 1765 e timezas da Elisabeth Christine Ulrike von Braunschweig-Wolfenbüttel (1746-1840), met torret e voe an dimeziñ e 1769, ha bac'het ar wreg.
- Ur verc'h o doe : Friederike Charlotte von Preußen (1767–1820), a zimezas en 1791 d'ar priñs saoz Frederick, Dug York hag Albany, mab da George III, ha bugel ebet n'o doe.
- Goude ec'h addimezas da Friederike Luise von Hessen-Darmstadt (1751–1805), merc'h d'al landgrav Ludwig IX von Hessen-Darmstadt), hag eizh bugel o doe:
- Friedrich Wilhelm III Prusia (1770–1840), a renas war-lerc'h e dad, hag a zimezas div wech:
- e 1793 da Luise Mecklenburg-Strelitz
- da Auguste Gräfin von Harrach,
- Friedrich Wilhelm III Prusia (1770–1840), a renas war-lerc'h e dad, hag a zimezas div wech:
- Christine (1772–73)
- Friedrich Ludwig Karl Prusia (1773-1796), marvet da 23 bloaz,
- a zimezas e 1793 da Friederike von Mecklenburg-Strelitz
(1778-1841), merc'h d'an dug-meur Karl II von Mecklenburg-Strelitz, ha tri bugel o doe; addimeziñ a reas e intañvez Friederike ha bugale all he doe;
- Frederika Louisa Wilhelmina (1774–1837)
- dimezet e 1791 da Willem Iañ an Izelvroioù (1772-1843)
- Auguste (1780–1841), pried d'ar Priñs-Dilenner Wilhelm II von Hessen-Kassel (1777-1847)
- Friedrich Heinrich Karl (1781–1846), jeneral prusian,
- Friedrich Wilhelm Karl (1783–1851), jeneral
- dimezet e 1804 da Maria Anna Amalie von Hessen-Homburg (1785-1846), merc'h da Friedrich V von Hessen-Homburg hag eizh bugel o doe;
- Julie von Preußen (1793-1848),
Serc'hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a vugel en doe gant he serc'h ofisiel, ar gontez Wilhelmine von Lichtenau, en o zouez Alexander von der Mark.
Div serc'h all en doe: Julie von Voß ha Sophie von Dönhoff.