Karl II, Dug Mecklenburg-Strelitz
Karl II, pe Karl II von Mecklenburg-Strelitz, pe Carl Friedrich Ludwig von Mecklenburg-Strelitz (Mirow, 1741–1816 Neustrelitz), a oa Dug Mecklenburg-Strelitz (etre 1752 ha 1815, ha gouarnour rouantelezh Hannover evit e vreur-kaer George III, a oa roue Bro-Saoz ha roue Hannover war un dro. Adalek 1815 betek e varv e 1816 e voe dug-meur.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a eure e 1768, e Darmstadt, da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782), ha dek bugel o doe.
- Charlotte (1769-1818), priñsez Sachsen-Hildburghausen;
- Karoline Auguste (1771-1773)
- Georg Karl Friedrich (1772-1773)
- Therese ( 1773-1839), priñsez Thurn und Taxis
- Friedrich Georg Karl (1775- 1775)
- Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776- 1810), rouanez Prusia,
- Friederike von Mecklenburg-Strelitz (1778- 1841), rouanez Hannover
- Georg (1779-1860), dug-meur Mecklenburg-Strelitz
- Friedrich Karl Ferdinand ( 1781-1783)
- Augusta Albertina (1782-1782)
Brudet e oa kened o feder merc'h, Charlotte, Therese, Luise, ha Friederike.
Addimeziñ a reas Karl da
E 1782 avat e varvas Friederike er gwilioud. Daou vloaz goude, e 1784, ec'h addimezas Karl d'e c'hoar-gaer Charlotte .
Bloaz goude e varvas Charlotte, da 30 vloaz evel he c'hoar, goude ur gwilioud poanius, ha genel ur mab.
Dilezel e garg a reas he fried neuze da sevel e vugale: ar pemp chomet bev eus an dek en doa bet gant ar c'hoar henañ Friederike, hag an hini en doa bet gant ar c'hoar yaouankañ Charlotte.
Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
E verc'h Charlotte, priñsez Sachsen-Hildburghausen
-
E verc'h Therese
-
E verc'h Luise, rouanez Prusia
-
E verc'h Friederike, rouanez Hannover