Karl II, Dug Mecklenburg-Strelitz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Karl II en 1800

Karl II, pe Karl II von Mecklenburg-Strelitz, pe Carl Friedrich Ludwig von Mecklenburg-Strelitz (Mirow, 1741–1816 Neustrelitz), a oa Dug Mecklenburg-Strelitz (etre 1752 ha 1815, ha gouarnour rouantelezh Hannover evit e vreur-kaer George III, a oa roue Bro-Saoz ha roue Hannover war un dro. Adalek 1815 betek e varv e 1816 e voe dug-meur.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a eure e 1768, e Darmstadt, da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782), ha dek bugel o doe.

Brudet e oa kened o feder merc'h, Charlotte, Therese, Luise, ha Friederike.

Addimeziñ a reas Karl da


E 1782 avat e varvas Friederike er gwilioud. Daou vloaz goude, e 1784, ec'h addimezas Karl d'e c'hoar-gaer Charlotte .

Bloaz goude e varvas Charlotte, da 30 vloaz evel he c'hoar, goude ur gwilioud poanius, ha genel ur mab.

Dilezel e garg a reas he fried neuze da sevel e vugale: ar pemp chomet bev eus an dek en doa bet gant ar c'hoar henañ Friederike, hag an hini en doa bet gant ar c'hoar yaouankañ Charlotte.

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]