Elisabeth Christine Ulrike von Braunschweig-Wolfenbüttel
Elisabeth Christine Ulrike von Braunschweig-Wolfenbüttel (1746-1840) a oa ur briñsez alaman ha kentañ pried Frederig Gwilherm II, un ugent vloaz a-raok ma voe anvet da roue Prusia.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Elisabeth Christine a oa merc'h d'an dug Karl Iañ von Braunschweig-Wolfenbüttel ha da Philippine Charlotte Prusia, c'hoar yaouankañ Frederig Veur, roue Prusia, eontr dezhi eta.
Dibabet e voe gant ar roue divugel, evel pried dereat da bennhêr Prusia, e niz. E Gouhere 1765 e timezas Elisabeth d' ar priñs Friedrich Wilhelm, e Schloss Salzdahlum.
Buan e voe splann ne oa ket tomm an daou bried an eil ouzh egile. Ar roue en devoa c'hoant da gaout ur mab-bihan, met gwelout a rae ne rae ket Friedrich Wilhelm war-dro e wreg hag ez ae da glask afer da lec'h all ken alies ha bemdez.
Pa c'hanas he bugel kentañ, hag adalek ma voe gouvezet e oa ur verc'h, ez eas an dimeziñ war washaat c'hoazh. Droug a oa enni abalamour da emzalc'h he gwaz merc'hetaer. Ha setu Elisabeth Christine da vont da welout a bep tu ivez, gant sonerien hag ofiserien e Potsdam. Se zo kaoz e voe kaoz vras pa voe brazez e 1769. Mennet e oa da dec'hel gant he serc'heg, met flatret e voe, ha torret e voe he dimeziñ en ur ober un toullad deizioù.
Rediet e voe Elisabeth Christine da guitaat al lez da vont da Küstrin. Ar roue a redias e niz da addimeziñ dindan un nebeud mizioù. E-keit-se e voe bac'het Elisabeth Christine evel bac'hadez-stad e kastell Stettin, dindan evezh unan eus he c'herent.
Goude marv Frederig Veur e 1786 e voe aezetaet he buhez. Pa zegouezhas an arme c'hall e 1810 e c'hallas Elisabeth mont da chom d'ur maner bihan war ar maez a voe badezet ganti Friedrichsgnade (truez Frederig).
Elisabeth Christine a varvas da 93 bloaz, war-lerc'h he breudeur ha c'hoarezed. Ur bez-meur a lakaas sevel e park he c'hastell rak ne felle ket dezhi bout beziet gant kerent. Marteze e voe adveziet en iliz-veur Kraków.