Franz Karl Aostria

Eus Wikipedia
Franz Karl von Österreich

Franz Karl Aostria (1802-1878) a oa arc'hdug Aostria, ha trede mab an impalaer Franz II hag e bried Maria Teresa Bourbon-Naplez. Tad e oa d'an impalaer Franz Joseph.

E vreur Ferdinand Iañ a oa o ren met n'en doa bet pennhêr ebet. Franz Karl eta a oa da ren war e lerc'h. Met a zilezas e vreur ar galloud, goude Dispac'h Aostria, e kavas gwell Franz Karl lezel e wirioù gant e vab henañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dekvet bugel ha trede mab an impalaer Franz II an Impalaeriezh Santel e oa. Tri bloaz e oa e 1805 pa voe trec'h Napoleon war arme Aostria en emgann Austerlitz. En 1807, pa oa pemp bloaz, e varvas e vreur Joseph Franz, hag o mamm ivez.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]