Mont d’an endalc’had

François-Ignace de Baglion de Saillant

Eus Wikipedia
En glazur e leonparzh en aour e bav dehou war ur penngos ivez en aour, leinet gant teir flourdilizenn ivez en aour ; e zrailhenn a beder fezh ivez en aour

François-Ignace de Baglion de Saillant (Lyon, 1632 - Poitiers, 26 a viz Genver 1698, a voe eskob Treger eus an 12 a viz Genver 1679 d'an 19 Ebrel 1686.

Da gentañ e oa koronal, hag er bloaz 1655 ec'h emezelas ouzh Breuriezh an Orator[1].

Anvet e voe da eskob Treger, war-lerc'h Balthazar Grangier, d'an 12 a viz Mezheven 1679, ha sakret e Pariz d'an 23 a viz Gouere war-lerc'h.

Evit bezañ tostoc'h d'e eskopti e teskas brezhoneg.

Lavaret e veze diwar e benn ː « e lec'hioù all, deskiñ a ra ar vugale yezh o zadoù ; e Treger, an tad e zeskas yezh e vugale. »

D'an 19 a viz Ebrel 1686 e voe kaset François-Ignace de Baglion de Saillant a voe da Boitiers, ma varvas d'an oad a 66 vloaz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental – Étude historique et archéologique sur l'ancien évêché de Tréguier. Les Presses bretonnes, Sant-Brieg, 1960 – En-linenn
  1. A zo anvet "Urzh an Oratourien" ivez.