Mont d’an endalc’had

Eustache Le Sénéchal de Carcado

Eus Wikipedia

Poltred en iliz-veur Landreger

En glazur e nav mailhenn en aour, 3, 3, 3

Eustache Le Sénéchal de Carcado (Roazhon, 1623Pariz, 1694) a oa bet eskob Treger eus 1686 da 1694.

Abad abati Banaleg-ar-Gevred e oa pa voe anvet da eskob Treger gant ar roue gall Loeiz XIV d'ar 1añ Mezheven 1686, war-lerc'h François Ignace de Baglion de Saillant.

Abalamour d'an tabut etre ar pab Inosant XI hag ar roue Loeiz XIV ne zegemeras an eskob builhoù ar pab nemet d'an 23 Du 1692, goude marv ar pab Aleksandr VIII.

Mervel e reas an eskob Eustache a-greiz-holl d'ar 15 Meurzh 1694 e Pariz. Sebeliet eo bet en iliz parrez Saint-Cosme.

Olivier Jégou de Kervilio a zo deuet war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960