Frañseza Roma
Neuz
Frañseza Roma, anavezet en italianeg evel Francesca Romana (1384-1440), a zo ur santez katolik eus kêr Roma, a ziazezas urzh an Oblate di Maria.
Plac'h eus an noblañs e oa, ganet en tiegezh Bussa de' Leoni e Roma ma vevas a-hed he buhez en un palez nei pressi di Trastevere. D'he zrizek bloaz e rankas dimeziñ da Lorenzo de' Ponziani.
E 1425 e tiazezas urzh an Oblate di Maria, a vode an dud a ouestle ren ur vuhez er vertuz hag er garitez, hervez reolenn urzh sant Benead. Adal 1436, war-lerc'h marv he gwaz, e voe superiorez ar Vreuriezh.
Anvet e voe da santez e 1608, hag enoret evel santez an intañvien hag intañvezed.
En XXvet kantved eo bet lakaet da santez ar vlenierien-girri ouzhpenn gant ar pab Pi XI.