Frañsez (pab)

Eus Wikipedia
Frañsez
Pab an Iliz katolik roman

Frañsez e 2021
Frañsez e 2021

Miserando atque eligendo
"Dibabet dre drugarez"

Ardamezioù ar pab Frañsez

Ganedigezh 17 a viz Du 1936
Buenos Aires, Banniel Arc'hantina Arc'hantina
Dilennet da bab 13 a viz Meurzh 2013
En e raok Benead XVI
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Frañsez (Franciscus e latin, Francesco en italianeg, Francisco e kastilhaneg)[1], ganet Jorge Mario Bergoglio[2] e 1936 e Buenos Aires, eo eskob Roma hag hervez an hengoun an 266vet pab. Ar jezuist kentañ eo da vezañ pab, an hini kentañ genidik eus Amerika hag eus an hantervoul su, hag an hini kentañ ne zeu ket eus Europa abaoe ar sirian Gregor III en VIIIvet kantved. Dibabet en deus e anv pab en enor da Frañsez a Asiz.

Urziet e voe da veleg e 1969, hag arc'heskob Buenos Aires e 1998. Anvet e voe da gardinal e 2001 gant Yann-Baol II. Dilennet e voe da bab d'an 13 a viz Meurzh 2013 gant ar c'honklav.

Mirout a ra ar pab Frañsez menoioù an Iliz diwar-benn an diforc'hañ, dizimez ar veleien ha belegiñ ar merc'hed, met lakaet en deus loc'h en un diviz war an diagonezed ha lakaet en deus merc'hed da vezañ izili leunberzh dikaster Kuria Roma. Soñjal a ra dezhañ e dlefe an Iliz bezañ degemerusoc'h ouzh an dud LGDT, hag a-du eo evit ma vefe anavezet ar c'houpladoù heñvelreviat gant al lezenn. Kavet en deus abeg er gevalaouriezh diroll hag ar vevezuniadouriezh.

Kelc'hlizhiri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet eo bet e brezhoneg e gelc'hlizher kentañ Lumen Fidei (29 a viz Mezheven 2013) diwar-benn ar feiz kristen gant Paol Kalvez.

Displeget eo bet e eil kelc'hlizher Laudato Si (24 a viz Mae 2015), diwar-benn tommadur ar blanedenn, gant Minihi Levenez[3].

Fratelli tutti eo anvet e drede kelc'hlizher (3 a viz Here 2020), da lavaret eo « Holl vreudeur ». Diwar-benn « ar vreudeuriezh hag ar mignoniezh sokial » eo.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) ["François 1er ou François ?", pennad-skrid gant Le Monde]
  2. distaget [ˈxorxe ˈmaɾjo βerˈɣoɣljo] e spagnoleg ha [berˈgɔʎʎo] en italianeg
  3. (br) niv. 152 (miz Du 2016). Displegadenn bremañ enlinenn war lec’hienn Eskopti Kemper ha Leon : "Laudato Si - eur pennad-kinnig"