Mont d’an endalc’had

LGBT

Eus Wikipedia
(Adkaset eus LGDT)
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

LGBT
kumuniezh, strollad tud, LGBT slang, gwreskanv, matter
Iskevrennad eusminorelezh reizhel, minorelezh jener Kemmañ
Studiet ganttransgender studies, queer studies Kemmañ
HashtagLGBT, LGBTIQ, lgbtq Kemmañ
IstorLGBT history Kemmañ
Ar banniel LGDT.

Un diverradur eo an termen LGBT (pe LGDT e brezhoneg) savet diwar ar saozneg:

  • Lesbian (brezhoneg: Lesbianel): amañ e talvez ar maouezed hag a gar ha/pe o devez darempredoù reizhel gant maouezed all;
  • Gay (brezhoneg: Gae): amañ e talvez ar baotred hag a gar ha/pe o devez darempredoù reizhel gant paotred all (a-wechoù e vez implijet an termen-mañ en un doare kalz ledanoc'h evit ober dave d'an heñvelrevelezh dre vras hep tennañ da rev an dud);
  • Bisexual (brezhoneg: Divrevel): amañ e talvez an dud hag a c'hell karout ha/pe a c'hell kaout c'hoant da gaout darempredoù reizhel gant tud eus d'an nebeutañ daou rev disheñvel;
  • Transgender (brezhoneg: Treuzrevel): amañ e talvez forzh pehini gantañ/i un identelezh revel na glot ket gant an identelezh disklêriet d'ar ganedigezh (assigned gender at birth pe agab e saozneg). En o zouez e vez kavet tud hag a gemm o c'horf evit ma klotfe gant o identelezh revel ha tud n'o deus ket c'hoant. Kalz a identelezhioù rev disheñvel a c'heller kavout dindan ar ger-mañ.

Daoust ha ne ra ket dave d'ar revelezh denel en he fezh, an tremen-mañ a zo kalz ledanoc'h e ster evit tremenoù all evel heñvelrevour/ez, Gae pe lesbian-ha-gae (lesbigay).

Evit ledanaat ster an termen-mañ e vez ouzhpennet lizherennoù ouzhpenn alies a-walc'h evit ober dave da duadurioù reizhel pe stadoù-den (identelezh) revel all, da skouer :

  • Queer: amañ e talvez an holl dud a bep seurt ha n'int ket a-du da dermeniñ o revelezh hervez patromoù ar gevredigezh hag a fell dezhe diswel o stad-den revel evel un dra disheñvel diouzh ar patromoù-se;
  • Anrevel (saozneg: asexual): amañ emañ kaoz diwar benn tud na sant ket ar c'hoant da gaout darempredoù reizhel gant tud all;
  • Etrereizhadezh (saozneg: intersex) : amañ e talvez an dud hag a zo ganet gant organoù reizhel ne c'heller ket diskleriañ evel "paotr" pe "plac'h" hervez kriterioù ar gevredigezh ;
  • Hollrevel (saozneg: pansexual) : amañ e talvez tud hag a c'hell karout ha/pe kaout darempredoù reizhel gant tud eus holl reveloù pe hep diforc'hiañ e keñver revel an dud.

Implijet e vez an diverradur-mañ kentoc'h evit termenoù heñvel-all dre m'emañ ledanoc'h e ster evite dre vrasoc'h ober dave da vuioc'h a emzalc'hioù ha stadoù-den revel hag ivez evit chom hep ober gant termenoù all a oa deuet da vezañ negativel o ster, da skouer heñvelrevour/ez.

Implijet eo bet an diverradur-mañ abaoe ar bloavezhioù 1990 ha deuet e da vezañ implijet aliesoc'h-aliesañ abaoe 2005 dreist-holl er Stadoù-Unanet hag er broioù all ma vez komzet saozneg, mmet ivez muioc'h-mui er bed a-bezh.

Bep bloaz e vez aozet kerzhadegoù al lorc’h e lec’hioù er bed a-bezh evit lakaat war-wel an dud LGBT ha goulenn ma vo doujet d’o gwirioù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.