Mont d’an endalc’had

Kerzhadeg al lorc'h

Eus Wikipedia
kerzhadeg al lorc'h
darvoud mareadek
Iskevrennad eusdibunadeg, pride event Kemmañ
Rann eusluskad sokial LGBT Kemmañ
Kounaat a ralorc'h LGBT Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E57) Kemmañ

Kerzhadeg al lorc’h[1], a zo Gay Pride hec'h anv orin saoznek ("Lorc'h Heñvelrevel"), eo abadenn bennañ al luskad LGBT. Reiñ a ra da welout an dud heñvelrevel, divrevel, queer, treuzrevel, ha tud all hag a c’houlenn frankiz ha kevatalded etre an tuadurioù hag an identelezhioù revel.

Krouet eo bet da-heul emsavadegoù Stonewall er Stadoù-Unanet e 1969, ha bremañ e vez aozet bep bloaz e meur a vro dre ar bed, peurliesañ e miz Even, miz ar Lorc’h.

D'ar 27 a viz Kerzu 1970 e voe aozet Pride kentañ er bed e Chicago, ha goude-se unan all e San Francisco[2]. En deiz war-lerc'h e voe aozet emvodoù brasoc'h e New York (anvet Christopher Street Liberation Day) hag e Los Angeles.

En Europa e voe aozet ar gerzhadeg kentañ d'an 29 a viz Ebrel 1972 ; bodañ a reas 200 den e Münster (Alamagn)[3].

D’an deiz a hiviz e vez aozet kerzhadegoù e broioù eus an holl gevandirioù[4]. Koulskoude e chom lec’hioù ma vez diaes, pe difennet, ober anezho, evel Rusia[5] pe Turkia[6] lec'h ma 'z eo difennet ar gerzhadeg abaoe 2014.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]