Hollrevelezh

Eus Wikipedia



Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Un termen o tennañ d'ar revelezh denel eo an hollrevelezh hag a ra dave d'an dud na blij ket dezhe termeniñ o revelezh hervez patromoù ar gevredigezh

Ur stad-den revel (pe "identelezh" revel) "queer" an hini eo kentoc'h evit un tuadur reizhel ez-resis.

Disheñvel eo an hollrevelezh diouzh an divrevelezh hag a ra dave d'unan bennak hag a gar ha/pe a glask kaout darempredoù gant paotred ha merc'hed.

En un doare ledanoc'h e talvez ivez da deskrivañ tud hag a gar tud, kizrevel, treuzrevel pe kizrevel hep ober an diforc'h kenetreze.

Gant tud zo e vez graet an diforc'h etre "hollreizhelezh" ha "hollrevelezh":

  • hollreizhelezh (saozneg: pansexual): ober a ra dave an termen-mañ da Tuadur reizhel an dud, da lâret eo tud a gar ha/pe a glask kaout darempredoù reizhel gant tud all hep ober van eus o identelezh revel.
  • hollrevelezh (saozneg: pangender): ober a ra dave da dud na fell ket dezhe deskrivañ o stad-den revel hervez patromoù daouduel ar gevredigezh, da lâret eo pe evel paotred pe evel merc'hed. Evit lod e talvez bezañ liesrevel, da lâret eo gant meur a stad-den revel (pe identelezh revel) war un dro, hag evit lod all e talvez bezañ neprevel, da lâret eo hep rev resis ebet. Disheñvel eo diouzh an dreuzrevelezh rak ne fell ket d'an dud kemmañ o identelezh revel.


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.