Mont d’an endalc’had

Foulk III

Eus Wikipedia

Foulk III, lesanvet Foulk Nerra, ( pe Foulk an Du) dre ma oa duik e zremm, a voe kont Anjev adalek an 21 a viz Gouhere 987, betek e varv e Metz e 1040.

Tad-kozh Ermengarde, dugez Breizh e oa.

Tourell kastell Foulk Nerra e Loches.

War-dro 972 e voe ganet an hini a grouas ar galloud anjevat ha 15 vloaz ne oa ken pa voe anvet da gont war-lerc'h e dad.

Ur paotr feuls, nerzhus hag un emganner dispont a oa anezhañ. Un den deol e oa ivez, prim d'ober pinijenn war-lerc'h e washañ torfedoù.

Un den kriz a oa anezhañ evit e amzer zoken. Torfedoù e-leizh a reas, ha morc'hed bras dezhañ war o lerc'h : abalamour dezho e savas meur a abati hag ez eas dre deir gwech d'an Douar Santel, evel a veze graet eus Palestina da neuze, e 1002, e 1008, hag e 1038), da walc'hiñ e ene diouzh ar pec'hedoù niverus hag an torfedoù kriz en devoa graet hervez e relijion.

Deviñ a reas e wreg kentañ (ha kenitervez) Elisabeth de Vendôme en he dilhad eured, pa gavas anezhi gant ur mesaer givri, e 999. Sachet gantañ kasoni an holl warnañ, e oa ken harellet gant e goustiañs ma kave dezhañ e teue an dud bet lazhet gantañ e-maez eus o bez d'e dennañ eus e gousk.

Un den a veli

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel a reas da gonted Roazhon ha duged Breizh ha trec'h e voe en emgann Konkerel ma lazhas an dug Konan Iañ d'ar 27 a viz Mezheven 992. Astenn a reas e c'halloud war gontelezhioù Maine ha Touraine. Stourm a reas ivez ouzh e amezeien norman.

Ken taer all e oa ar c'hont Eudes II de Blois, hag emglev a reas enep dezhañ gant ar roue gall. A-benn ar fin e voe trec'h war gont Bleaz en emgann Pontlevoy d'ar 6 a viz Gouhere 1016.

E 1025, lakaet gantañ e grabanoù war gêr Saumur, ha c'hwezhet an tan enni, e c'harmas: "Sant Florentius, laosk da zeviñ. Gwelloc'h ti a rin dit en Anje." Koulskoude, pa oa diaes kas ar relegoù gantañ, e lavaras ne oa nemet ur paourkaezh den eus ar sant, un dizenor evit e gêr, ha lakaat a reas kas ar relegoù en-dro da Saumur.

Mervel a eure d'an 21 a viz Mezheven 1040 e Metz, p'edo o tistreiñ eus Palestina.

  • E wreg kentañ e oa Élisabeth de Vendôme, merc'h da Bouchard le « Vénérable », kont Vendôme, ha da Élisabeth de Melun. He c'has kuit a reas, ha marteze he lazhañ, war zigarez he devoa avoultret.
    • Ur verc'h bepred en doe diganti, Adèle hec'h anv.

E savadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a gestell hag abatioù a voe savet gantañ, a-hed e amzervezh, tra m'edo oc'h en em gannañ enep Breizhiz pe Bleaziz : kontet ez eus bet ouzhpenn kant anezho, en o zouez re Château-Gontier, Loches ha Montbazon.

E Langeais (e 990), e savas unan eus ar c'hestell kentañ e mein.

Sevel abatioù avat ne vire ket outañ da daeriñ ouzh an Iliz bep an amzer, pa glaske ober dezhañ paouez gant e vrezelioù dizehan.

En e raok:
Jafrez Iañ Grisegonel
Kont Anjev
thum
9871040
War e lerc'h:
Jafrez II Martel
  • Bachrach, Bernard S. Fulk Nerra, the Neo-Roman Consul, 987-1040: a Political Biography of the Angevin Count. University of California Press, 1993.
  • Erdoes, Richard. AD 1000: Living on the Brink of Apocalypse, 1988
  • Fichtenau, Henry. Living in the Tenth Century, 1991.