Langeais
Langeais | ||
---|---|---|
Kastell Langeais ha straed Gambetta. | ||
![]() | ||
Bro | Touren | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Centre-Val de Loire | |
Departamant | Indre-et-Loire | |
Arondisamant | Chinon | |
Kanton | Langeais (pennlec'h) | |
Kod kumun | 37123 | |
Kod post | 37130 | |
Maer Amzer gefridi | Pierre-Alain Roiron 2017-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes Touraine Ouest Val de Loire | |
Lec'hienn web | http://www.langeais.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 560 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 71 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 36 m — brasañ 109 m | |
Gorread | 64,55 km² | |
Lec'hiadur | ||
kemmañ ![]() |
Langeais zo ur gumun hag ur gêrig a Vro-C'hall, e Bro-Touren, en departamant Indre-et-Loire, er rannvro Centre, war lez hanternoz ar stêr Liger.
Kresket eo bet d'ar 1añ a viz Genver 2017 goude bezañ bodet gant Les Essards[2].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Langeais war lez hanternoz al Liger. Treuzet eo gant div adstêr d'al Liger: ar Roumer hag ar Breuil.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur c'hastell a voe savet en Xvet kantved, en amzer Foulk Nerra, kont Anjev. Un iliz a voe savet en XIvet kantved. Er c'hastell a weler hiriv, savet war-dro kreiz ar xvvet kantved, gant Jean Bourr, ministr da Loeiz XI, e voe eureujet Charlez VIII d'an dugez Anna Vreizh e 1491. N'eo ket er c'hastell-se-se e varvas ar roue met en hini Amboise e 1498.
Da welout eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eno e weler
- un iliz eus an XIvet, XIIvet, ha XVvet kantved,
- ar c'hastell, savet war-dro kreiz ar XVvet kantved, gant Jean Bourr, ministr da Loeiz XI, ar roue a voe eureujet e vab d'an dugez Anna Vreizh e 1491. Er park e-kichen ar c'hastell ez eus rivinoù eus an Xvet kantved, en amzer Foulk Nerra, kont Anjev.
- ur pont war al Liger eus 1849
Kavout a reer ur straed Anna Breizh hag ul leti Anna Breizh e kreiz-kêr.
Poblañsouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2018 e oa 4 560 a dud o chom er gumun.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- La Duchesse de Langeais, romant gant Honoré de Balzac, a voe embannet en 1834 dindan an anv Ne touchez pas la hache.