Fortunate Son (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Fortunate Son a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer ha soner stadunanat John Fogerty evit ar strollad sonerien rock Creedence Clearwater Revival.

2:21 ar pad anezhi, embannet e voe ar sonenn en ur bladennig daou ditl[1] (Down On The Corner en eil tu) e miz Gwengolo 1969 ; lod eo ivez eus an albom Willy and the Poor Boys[2] a zeuas e-maez d'an 2 a viz Du da-heul. Evel holl ganaouennoù an albom e voe enrollet e Studioioù Fantasy e Berkeley (Kalifornia).

E miz Kerzu 2004 e oa bet lakaet da naontekvet ha pevar-ugent e Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e voe e-pad Brezel Viêt Nam (1955-1975) n'en devoa ket kemeret perzh ennañ John Fogerty koulskoude. Displegañ a reas hemañ e oa bet awenet gant eured David Eisenhower (mab-bihan da Dwight D. Eisenhower) da Julie Nixon (merc'h da Richard Nixon) e miz Kerzu 1968. Kompren a reas an arzour ne vije biken tizhet ar seurt tud gant an darvoudoù reuzus a c'hoarveze e Viêt Nam daoust d'o zud bezañ pennkaoz dezhe : gwarezet e oant.
E pozioù Fortunate Son e kaver ar re-mañ : And when the band plays "Hail to the chief" ; anv ez eus amañ eus himn ofisiel Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He c'hlevout a c'haller ivez e-barzh un nebeud filmoù :

Selaou Fortunate Son ha lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]