Mont d’an endalc’had

Winchester ankounac'haet

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Forgotten Winchester)
Luc'hskeudenn eus ar Winchester ankounac'haet a ziskouez penaos e oa pa oa bet kavet e 2014.

Ar Winchester ankounac'haet (Forgotten Winchester e saozneg) zo lesanv ur garabinenn Winchester Model 1873 kavet gant arkeologourien stadunanat e 2014. Harp e oa ouzh ur wezenn-jenevreg e Great Basin National Park (Nevada). Produet e oa bet an arm e 1882 met n'ouzer ket perak e oa bet ankounac'haet aze.

A-raok ar gavidigezh e oa boulc'het an National Park Service gant ur raktres naetaat tachennoù-kampiñ Strawberry Creek evit izelaat ar riskloù tanioù-gwall eno. A-raok an difraostañ e oa bet kaset arkeologourien war al lec'h. Eva Jensen, unan anezhe, a gavas ar garabinenn harp ouzh ur wezenn-jenevreg, uheloc'h evit an dachenn-gampiñ. Traoñ he lamm a oa sanket eus un dek santimetr bennak en douar hag er plant a oa kresket tro-dro.[1]

Mirout ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An arm zo ur Winchester Model 1873 kambret e .44-40 Winchester. Er Stadoù-Unanet e vez lesanvet an doare karabinenn-mañ "The gun that won the West" ("an arm en deus gounezet ar C'hornôg").[2] Niverenn-serienn hini Great Basin a ziskouez eo unan eus ar 25.000 Winchester 73 produet e 1882.[3]

Servijoù an National Park a gasas an arm d'ar Buffalo Bill Center of the West e Cody (Wyoming) evit ma vije dielfennet ha miret. Dielfenn ar garabinenn dindan skinoù X en un ospital a ziskouezas e oa en he lamm ur gartouchenn .44-40 Winchester produet gant an embregerezh Union Metallic Cartridge Company etre 1887 ha 1911. Ar skinoù X a ziskouezas ivez e oa bet dreset ur faout e koad al lamm gant spilhoù houarn.[1] Hervez stad an arm pa oa bet kavet ec'h embann ar glaskerien e oa chomet ouzhpenn ur c'hantved evel se.[4] N'eus ket bet kavet roud ebet eus perc'henn pe prener an arm e dielloù Winchester.

Hiziv an deiz e c'haller gwelet ar garabinenn asambles gant ar gartouchenn bet kavet enni er greizenn Baker Visitor Center e Great Basin National Park. Ar wezenn-jenevreg e-lec'h ma oa harpet an arm zo devet e 2016 da vare tan-gwall Strawberry. Evit ar Stadunaniz eo deuet ar garabinenn da vezañ un arouez eus astenn o bro war-zu ar C'hornôg.

  1. 1,0 ha1,1 (en) Wyoming museum displays forgotten Winchester from Great Basin National Park, e Cision PRWeb, 30/06/2015 (lennet d'ar 27/04/2024)
  2. (en) A look back (and forward) at the 1873 Winchester war al lec'hienn American Rifleman, 01/10/2013 (lennet d'an 28/04/2024)
  3. (en) Model 1873 war lec'hienn The Winchester Arms Collectors Association (lennet d'an 28/04/2024)
  4. (en) 137-year-old Winchester rifle found in Nevada has new home e Yahoo!News, 26/05/2019 (lennet d'an 28/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan