Mont d’an endalc’had

Fonte dos Cabalos

Eus Wikipedia
Feunteun ar C'hezeg, dirak Ti ar Chabistr
Ar feunteun, dirak Tal ar Bravigerezhioù an iliz-veur

Fonte das Pratarías ("Feunteun ar Bravigerezhioù"), anavezetoc'h evel Fonte dos Cabalos ("Feunteun ar C'hezeg") – ivez evel "Feunteun ar Pevar Marc'h" pe "ar Morvarc'hed" – zo ur feunteun veur e kreiz Praza das Pratarías ("Leurgêr ar Bravigerezhioù") e kêr gozh Santiago de Compostela, e Galiza.
Ar c'hizeller J. Pernas er greas e 1825 e stil barok Santiago de Compostela.

Savet eo diwar pevar marc'h hag a strink dour dre o genoù, a-us dezho ur mas warnañ an Achaia Marmarica[1] leinet gant delwenn ur vaouez o sevel steredenn Compostela a-benn-brec'h. A-feur ma tremene an amzer, meur a zisplegadenn zo bet kinniget a-zivout arouezouriezh ar feunteun, hogen peurliesañ e vez dalc'het d'an hini anatañ : skeudennadur Santiago de Compostela eo.

Ker kozh ha ganedigezh Santiago de Compostela eo Leurgêr ar Bravigerezhioù, ha gaou bras he devoa gouzañvet e-kerzh Emsavadegoù ar Breudeuriezhoù en XIIvet kantved pa c'hourc'hemennas an arc'heskob Diego Xelmírez, e karg adalek 1101 betek 1136, ma vije peuradsavet tal romanek an iliz-veur.
Eus ar vravigourien o devoa o labourvaoù el lec'h-se gwechall e teu anv al leurgêr.

E-kreiz an XVIIIvet kantved, chabistr Santiago de Compostela a c'houlennas digant Sarela adaozañ Leurgêr ar Bravigerezhioù, betek ma voe ar breur Xoán Conde ouzh he adstummañ e 1825 gant feunteun ar morvarc'hed a weler hiziv. Hervez lod mammennoù, e diabarzh kloastr an iliz-veur edo ar feunteun, rak el lec'h m'emañ hiziv e oa unan all : ar maen-badez bras a weler hiziv e-kreiz ar c'hloastr ; hervez mammennoù all avat e oa ar maen-badez un darn eus ur feunteun hag a oa war al leurgêr dirak Tal Acibecharía an iliz-veur[2].
E kreiz an XIXvet kantved, ar c'hizeller Juan Sanmartín Serna (1830-1898) a ouzhpennas "Skeudennadur Kêr Santiago" – delwenn ar vaouez azezet war bolz-enor an abostol evit bantañ ar steredenn hag a ziskoueze lec'h ar bez d'an eskob Teodomiro e deroù an IXvet kantved.

E lec'h izelañ Leurgêr ar Bravigerezhioù emañ ar feunteun. Italian eo he stil, enframmet en doare barok Compostela. Kelc'hiek hag e greunvaen eo diaz an oglenn ur metr uhelder dezhi, gant ur bazenn. Er c'hreiz emañ an delwenn, gant ul live kentañ ma weler ar pevar marc'h o strinkañ dour dre o genoù. Anezho e sav ur mas toget gant bolz-enor an abostol, ha war ar volz emañ delwenn ur vaouez (Compostela, war a hañval) en he c'hoazez o sevel steredenn Compostela gant he dorn dehoù.
Ret eo menegiñ trowardroioù hollgaer ar feunteun, gronnet ma 'z eo gant oberennoù arzel evel Ti ar Chabistr (Casa do Cabido) ha Mirdi ar Pirc'hirindedoù (Museo das Peregrinacións), hep c'hwitañ war an diri hag a gas da zor Su an iliz-veur gant he Zal ar Bravigerezhioù (Fachada das Praterías) meurdezus, ha tour Berenguela[3].

Ar feunteun e sevenadur ar bobl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tamm eus sevenadur Galiza eo ar Fonte dos Cabalos.

Boas eo ar veajourien da stlepel pezhioù-moneiz enni gant ar c'hoant da zistreiñ da Santiago de Compostela.

Unan eus an troioù-kamm a vez graet da studierien nevez Skol-veur Santiago da geñver o ajornañ eo o bautizo ("badeziant") : unan eus ar re gozh – gant o zrivet bloavezh studi – a sank an neveziad(ez) e dour ar feunteun ; meur a blog(ez) a dap ur gouronkadenn penn-kil-ha-troad[4].
Un dro-gamm all eo lakaat an douristed da sellout a-dost ouzh pavioù ar c'hezeg hag o sparfañ a-daol-trumm pa dostaont.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Arouez al lec'h ma voe beziet an abostol Jakez en Egipt hervez an hengoun kristen.
  2. (es) Santiago Turismo, 13/05/2013
  3. (gl) Xunta de Galicia
  4. (es) Minube

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.