Mont d’an endalc’had

Feur-emglev Aachen (1668)

Eus Wikipedia
Ur pennad Feur-emglev Aachen zo ivez.
Ar peoc'h hervez un terest e Palez Versailhez.

Feur-emglev Aachen a zo ur feur-emglev sinet en Aachen en Alamagn e 1668 entre marquiz Croissy, Charles Colbert, evit ar roue gall Loeiz XIV, ha baron Bergheik, dileuriet gant markiz Castel Rodrigo, Francisco de Moura Cortereal, evit roue Spagn, Carlos II. Gantañ e voe lakaet fin da Brezel an Devolusion entre Gall ha Spagn.

Koll ha gounit

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gantañ ivez e c'hallas Bro-C'hall teurel he c'hrabanoù war kontelezh Flandrez (ha kêrioù Lille, Armentières, Douai, Bergues). En eskemm e c'hallas Spagn kaout Franche-Comté en-dro, met ur pennad goude e voe adkemeret diganti.

En Izelvroioù ar Su e viras Bro-C'hall kreñvlec'hioù savet e-kerzh brezel Flandrez, da lavarout eo:

En eskemm e taskoras Bro-C'hall da Spagn:

  • kontelezh Bourgogn (dre vras Franche-Comté a-vremañ), met brasoc'h talvoudegezh he devoa abalamour d'ar c'hreñvlec'hioù a oa a-bouez e rouedad-difenn an Izelvroioù spagnol ha ma oa tostae an harzoù diouzh Pariz.
  1. (en) Bergues e www.fortified-places.com
  2. (en) Courtai en www.fortified-places.com
  3. (en) Lille e www.fortified-places.com
  4. (en) Douai e www.fortified-places.com
  5. (en) Tournai e www.fortified-places.com
  6. (en) Charleroi e www.fortified-places.com