Mont d’an endalc’had

Kastellaniezh Brugge

Eus Wikipedia
Kartenn eus Brugse Vrije, gant Willem Janszoon Blaeu, embannet e 1664.

Kastellaniezh Brugge pe Brugse Vrije (the Franc of Bruges e saozneg, Franc de Bruges e galleg) a oa brasañ kastellaniezh kontelezh Flandrez, anezhi an douaroù en-dro da gêr Vrugge, war lez Mor an Hanternoz, etre ar Westerschelde hag ar stêr IJzer.

E 1127 e voe dispartiet kêr Vrugge diouzh ar gastellaniezh, ha lezennoù disheñvel o devoa.

Ur vro binvidik al labour-douar enni e oa, hag ur burgrav a oa en he fenn, o chom e kêr Vrugge, er Burg. Brugse Vrije a oa unan eus Pevar Ezel Flandrez abaoe ar XIVvet kantved gant an teir c'hêr vras, Brugge, Gent hag Ieper, ha perzh a gemere e Stadoù Flandrez.

Maer ar Brugse Vrije: Henri de Vicq, aotrou Meuleveldt, poltredet gant Rubens
Palez ar Brugse Vrije.
Kartenn-bost eus ar Maison du Franc II (Excelsior Series 11, No. 13, Albert Sugg a Gand; war-dro 1905).