Felix Steiner

Eus Wikipedia
Felix Steiner evel SS-Gruppenführer (1942)

Felix Martin Julius Steiner (23 Mae 1896 – 12 Mae 1966) a oa ur penn alaman eus ar Schutzstaffel. E-pad an eil Brezel-bed e servijas er Waffen-SS, skourr kadour an SS, ha renet e oa gantañ meur a rann. Enoret e voe gant ar Groaz Marc'heg gant Deliennoù Derv ha Klezeier. A-gevret gant Paul Hausser, e reas bec'h evit diorren ha kemm ar Waffen-SS davet ur nerzh argad savet gant tud a galon hag a deue eus ar broioù aloubet, kement hag eus ar broioù all.

Steiner a voe dibabet gant Heinrich Himmler evit merañ krouidigezh ar rann SS Vking e 1943, lakaet e voe da gomandant III. (germanisches) SS-Panzerkorps. D'an 28 Genver 1945 e voe roet da Steiner renerezh an SS-Panzer-Armeeoberkommando 11, hag a oa lod ag an Heeresgruppe Weichsel, ur strollad evit difenn Berlin a-enep an arme soviedat o tostaat adalek ar stêr Wisła.

D'an 21 Ebrel 1945, e-pad Emgann Berlin, Steiner a voe komandant an Armeeabteilung Steiner, e-lec'h ma roast urzh Adolf Hitler da Steiner goloiñ Rann Belarus 1añ gant ur fiñv turkez o kerzhout eus an norzh davet ar gêr. Newazh, tra ma oa an enebour dek gwezh niverusoc'h eget e unvez, e tisklaerias Steiner ne oa ket galloud a-walc'h gantañ evit bout gouest da gas ar gefridi a-benn d'an 22 Ebrel e-pad ar guzuliadeg dalc'het er Führerbunker.