Mont d’an endalc’had

Faraon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Faraonez)
Faraon
titl noblañs, historical position
Iskevrennad eusrener, monark Kemmañ
Anv er yezh a orinⲡⲣ̅ⲣⲟ, 𓉐𓐰𓉻, 𓆥, Pharăo Kemmañ
StadHenegipt Kemmañ
A dalv evit tiriadHenegipt Kemmañ
Deiziad kregiñ3150 BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ30 BCE Kemmañ
Diskouez a ramonark Kemmañ
Debut participantBibl Kemmañ
Stumm benel an dikedennfaraona, faraona, фараонка, faraonka, Pharaonin Kemmañ
Roll elfennoùRoll Faraoned Egipt Kemmañ
Taolennet e vez ar faraon peurliesañ gant ar gabell Nemes hag ur vrozh kinklet

Faraon a oa anv ar roue e Nevezimpalaeriezh Henegipt. Talvezout a rae "Ti bras", ar pezh a rae dave da balez ar roue da gentañ, met kollet e oa bet ster kentañ ar ger e-doug istor Henegipt betek ar c'houlz ma voe tu d'ober gantañ e-lec'h ar ger henegiptek evit roue.

Daoust ma veze gwazed e penn Henegipt peurliesañ, an anv a faraon a veze implijet en degouezhioù dibaot ma veze maouezed e penn ar Stad. Krediñ a raed e oa ar faraoned enkorfadur an doue Horus[1].

Ar faraon a oa war un dro merour pennañ ar vro, penn an armeoù, barner kentañ ha beleg bras Henegipt. Embann a ra ez eo mab da Horus ha gwarezet gant Amon-Ra.

pharaoh "pr-`3"

e hieroglifoù
O1
O29

Istor ar ger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger faraon a zeu eus ur c'henstrollad gerioù treuzskrivet pr-`3, hag a veze implijet e frazennoù brasoc'h hepken evel smr pr-`3 'Courtier eus an Ti Bras', o komz evel se eus savadurioù al lez pe eus ar palez e-unan, sellet outo evel sez ar renerezh hag ar melestradur[2]. Adalek an XIIvet tierniezh e anadas ar ger en orezon 'Ti Bras, Ra vevo, prolth' oc'h ober dave d'ar savadurioù ha d'ar gallout hepken avat ha n'eo ket d'an den.

Ar c'hentañ skouer ma oa implijet pr-`3 evit komz eus ar roue a gaver en ul lizher da Amenhotep IV (Akhenaten) e kreiz an XVIIIvet tierniezh (1550|1550-1292 kent J.-K.) zo kaset da 'Faraon, holl vuhez, finbortez, ha yec'hed!'[3]. Adalek an XIXvet tierniezh, pr-`3 e-unan a oa implijet kel lies a wezh ha hm.f 'Ho Meurdez'.

Tremenet eur eta eus ur ger a ra dave d'ur savadur ha da greizenn ar galloud d'un anv a vez graet eus ar roue, e-pad an XXIIvet tierniezh hag an XXIIIvet tierniezh peurgetket. D'ar c'houlz-se, ar ger henegipteg a vije bet distaget *par-ʕoʔ zo bet amprestet e henc'hresianeg dindan ar furm φαραώ pharaō ha goude e Latin dindan ar furm pharaō. Diouzh an hini diwezhañ pe diouzh ar galleg e teu ar ger brezhoneg. Gant an amzer *par-ʕoʔ a zeuas da vezañ prro e kopteg ha goude rro (pa oa kemeret p- evit ar ger mell resis rakstaget "ar" deu diwar an henegipteg p3). Un emdroadur damheñvel, gant ur ger a rae dave da gentañ da unan eus arouezioù ar roue hag a grogas a-benn ar fin d'ober dave d'an den, a c'haller da gaout diwezhatoc'h gant ar ger arabeg Sultan.

Sellout ivez ouzh Arouezioù ar faraoned

Dougen a rae ar faraoned ur gurunenn zoubl krouet diwar kurunenn ruz Goueled Egipt ha kurunenn wenn Gorre Egipt. En emgannoù e veze dindan ar faraon ur gurunenn c'hlas dezhi ur stumm disheñvel. Ar c'hurunennoù-se a oa kinklet gant pep a uraeus, a oa doublet memes gant faraoned ar XXVvet tierniezh. Patrom:Hiero/2cartouche

Douget e vez ivez ur gabell roudennet anvet an nemes, a oa marteze ar gabell veze douget gant ar faraoned war ar pemdez. Douget e veze an nemes a-wezhioù war un dro gant ar gurunenn zoubl, evel war unan eus delwennoù Ramses II en Abou Simbel.

Ur barv faos a veze ouzh groñj ar faraoned ivez pa vezent en o dilhad-lez, e-doug al lidoù da skouer. Fardet e veze gant blevennoù bouc'hed[4].

Merzet en deus an Egiptologour Bob Brier ne oa ket bet dizoloet kurunenn ebet biskoazh petra bennak ma vezont gwelet stank e skeudennoù ar faraoned. E bez Toutanc'hamon, dizoloet tost en e stad orin, e oa bet dizoloet arouezioù eus e c'halloud evel ar Grommell hag ar skourjez, met kurunenn ebet. Krediñ a rae Egiptiz e veze perzhioù hud gant ar c'hurunennoù, ha lakaat a ra Brier e oa arouezioù na c'halle ket ur faraon marv kas gantañ er bez hag a zlee bezañ roet da hêr ar galloud.

Titl ofisiel ar rieg da vare ar grennimpalaeriezh a yae pemp anv disheñvel d'e ober. Ne anavezer nemet unan pe daou anezhe evit faraoned zo.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. The Way to Eternity: Egyptian Myth, F. Fleming & A. Lothian, 12, 59
  2. Ancient Egyptian Grammar (3e embannadur), A. Gardiner (1957-) 71-76
  3. Papiruz hieratek eus Kahun ha Gurob, F. LL. Griffith, 38, 17. Sellet ivez ouzh Temples of Armant, R. Mond and O. Myers (1940), pl.93, 5 evit ur skouer a c'hallfe bezañ deiziataet eus ren Thoutmose III.
  4. Galloud doueel ar Faraoned war Egyptologyonline
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg